O klask ur skoazeller·ez melestradur ha stummañ emaomp !
Keleier

O klask ur skoazeller·ez melestradur ha stummañ emaomp !

Skignañ

🌟 Ur post kreiz en aozadur

Ouzhpenn kas al labour melestradurel da benn a vo graet gant ar skoazeller.ez-stummañ e Skol an Emsav.
Al liamm etre an deskerien, ar skipailh pedagogel, an arc’hantouerien hag ar gevelerien ensavadurel e vo dreist pep tra.

Barrek ha pizh e vo an den da aozañ e labour, ha douget e vo da servij ha da sikour. Gant-se e vo e-karg da :

  • heuliañ arc’hantaouiñ an teuliadoù stummañ,
  • heuliañ ar reolennoù da lakaat e pleustr,
  • diwall mont-en-dro reizh ar c’hentelioù hag ar stummadurioù
  • diwall ma vo laouen ar stajidi ha deskerien gant o stummadur.

👉 Ur rol strategel, pleustrek ha denel e servij treuzkas ar brezhoneg ha diorren barregezh ar stajidi.


🧭 Ho kefridi

Sikour da verañ melestradurezh ar stummadurioù, doujañ da reolennoù ar stummañ, aozañ  hag heuliañ mont-en-dro ar prantadoù stummañ evit harpañ penn ar bedagogiezh pe kenurzhier·ez ar stummadur ha gwarantiñ :

  • mont-en-dro plaen pep kursus,
  • ma vo kaset ar stummadurioù da benn diouzh reolennoù an arc’hantaouerien (CPF, Rannvro, France Travail, OPCO…),
  • ma vo doujet da reolennaoueg-dave Qualiopi,
  • kalite ar stummadurioù dre vras.

Ar post a sell ouzh an holl stummadurioù ha kentelioù kinniget gant Skol an Emsav.


🔎 Ho kiriegezhioù

1. Melestradurezh & arc’hantaouiñ

Suraat a rit hentad melestradurel pep stajiad :

  • Enskrivadurioù
  • Sevel ha heuliañ an teuliadoù (arc’hantaouerien, rakprizioù, emglevioù ha kevratoù stummañ, testenioù)
  • Heuliañ ar stajoù (ambroug ar stajidi, emglevioù, bilañsoù)

2. Aozañ ar stummadurioù ha heuliañ an deskerien

Kenurzhiañ a rit mont-en-dro ar c’hentelioù e darempred gant an urzhierien, an arc’hantaouerien hag an deskerien :

  • Raktresañ hag aozañ ar stummadurioù hir, ar c’hentelioù sizhuniek, ar stajoù hag ar stummadurioù arbennik
  • Titouriñ an deskerien a-hed ar c’hursus
  • Heuliañ bezañs ar stajidi ha mirout oute da ziskregiñ
  • Kenurzhiañ an implij-amzer gant ar skipailh hag ar stummerien ha prezegennerien eus an diavaez (deiziataer, kevratoù…)
  • Degemer ar stajidi hag aozañ ur mont-en-dro plaen

3. Merañ ar savenn bedagogel

  • Krouiñ ha merañ ar strolladoù ha kontoù an deskerien ha stummerien
  • Hizivaat an deiziataerioù hag an teulioù embannet er savenn
  • Reiñ ur skoazell deknikel gentañ

4. Reolennoù kalite

Labourat a rit da gas kalite ar stummadurioù war-raok dalc’hmat ha da ziwall ma vo lakaet e pleustr :

  • Reolennoù an arc’hantaouiñ publik
  • Reolennoù Qualiopi
  • Frammañ an danevelloù-heuliañ hag an taolennoù heuliañ
  • Prientiñ an aoditoù hag an amprouennoù kalite
  • Hizivaat ar c’hatalog stummadurioù hag ar fichennoù programm

🧠 Doare den

Barregezh teknikel

  • Deuet mat e vo anaoudegezh eus gennad ar stummañ micherel hag eus ar savennoù niverel (CPF, Rannvro, France Travail, marc’hadoù publik…)
  • Bezañ en h.e b.vleud gant Google Workspace hag an ostilhoù niverel da genlabourat
  • Skiant-prenet war merañ diazoù roadennoù, LMS pe CRM a vefe talvoudus
  • Barregezh solut war ar skridaozañ
  • Brezhoneg ha galleg plaen (skridoù micherel)

Barregezh aozañ

  • Gallout merañ meur a stummadur gant reolennoù disheñvel war un dro
  • Gallout heuliañ stummadurioù diouzh frammoù, palioù ha deiziataerioù lies
  • Renkañ an taskoù diouzh ar priorelezhioù ha bezañ prim
  • Bezañ gwevn a spered ha douget da labourat a-stroll

Barregezh daremprediñ

  • Douget da servij e seurt ma vo laouen an deskerien
  • Pasiant, pizh ha fiziabl
  • Gouzout mirout titouroù prevez
  • Selaou
  • Darempredoù aes

📍 Aozioù labour

  • Kevrat didermen – Amzer leun
  • Post diazezet e Roazhon (sez Skol an Emsav, 8 Contour Saint-Aubin, 35000 Roazhon)
  • Mont war an hent d’al lec’hioù stummañ a-wezhioù
  • Gopr : pazenn 13 – Emglev-stroll an aozadurioù stummañ (IDCC 1516)
  • Stummet e vo ar skoazeller.ez-stummañ war ar post tamm-ha-tamm 

📩 Evit lakaat hoc’h anv

Trugarez da gas :

  • CV
  • Lizher emginnig

E galleg hag e brezhoneg, da :
📧 gwenael.dage@skolanemsav.bzh

📅 Deiziad diwezhañ : Sul 15 a viz Meurzh 2026
📅 Emgavioù : eus ar 17 betek an 20 a viz Meurzh 2026
📅 Kregiñ gant al labour : Meurzh 2026


Perak mont da labourat e Skol an Emsav ?

E Skol an Emsav e labouroc’h a-zevri da reiñ talvoudegezh d’ar brezhoneg ha da stummañ komzerien nevez, a-gevret gant ur skipailh aozet, pizh ha plijus, gant an deskerien e-kreiz hor preder.Emaoc’h o klask ur gefridi talvoudus, frammet, o liammañ brezhoneg, pedagogiezh ha melestradurezh ?
Lakait hoc’h anv hep gortoz pelloc’h !

Skrivet gant Skol an Emsav
Embannet d'ar/d'an
Sellet ivez ouzh

Keleier

Degemer mat 2026 ! Bloavezh mat ha degemer mat d’ar stajidi nevez e miz Genver

Lenn ar pennad

Mizvezh ar brezhoneg

Kroget eo prantad nevez Mizvezh ar brezhoneg ! Kavit hon darvourdoù amañ dindan ha war paperoù nij savet gant Skeudenn Bro Roazhon.

Lenn ar pennad

Goulennoù zo ?

Kas ur gemennadenn

C'hoant 'peus gouzout hiroc'h war hon obererezhioù kelenn ha dudi ? Laouen e vo hor skipailh da respont deoc'h !