Staj brezhoneg en Naoned
Staj brezhoneg ur sizhunvezh en Naoned. Bod & Boued. "C'hoarioù ha sportoù Breizh". Aozet a-gevret gant Kentelioù an Noz.

Skol an Emsav ha Kentelioù an Noz a ginnig deoc’h ur staj brezhoneg dibar en Naoned, kêrbenn C’hoarioù Breizh, evit deskiñ en ur c’hoari.
Bec’h d’an dilhad sport, d’ar volotenn ha d’ar plankenn-koad !
Grit anaouedegezh gant sportoù hengounel (bouloù mod kêr Naoned, paledoù…) ha pleustrit war c’hoarioù souezhusoc’h (Basket Bol, Twister ar ramzed, D’ar strad ! – emgann den war-vor…)
Kit war roudoù an FC Naoned d’ar Meurzh !
Kemerit perzh en un tournamant c’hoarioù d’ar Yaou !
Dizoloit ar sonennoù nevez embannet gant Kentelioù an Noz e-kerzh un nozvezh Karaoke d’ar Merc’her !
Plijadur ha startijenn a vo !
Ur staj digor d’an holl : deraouidi degemeret mat !
Staj Bod & Boued.
IMPLIJ-AMZER AR STAJ

A-ZEVRI
Emaoc’h o teskiñ brezhoneg gant A-ZEVRI ?
Lakait hoc’h anv kerkent ha bremañ evit lakaat digreskiñ priz ho staj !
| Evit ho kentelioù A-ZEVRI ho poa paeet… | Priz ar staj-mañ a vo digresket a… |
|---|---|
| 330 € | 90 € |
| 290 € | 110 € |
| 240 € | 140 € |
| 190 € | 175 € |
Prantadoù da zont
07/07/2025 > 11/07/2025
Prizioù
Danvez ha liammoù talvoudus
Implijout ar CPF : penaos ober ?
Lec'h
Naoned - Sant-Ervlan
12 bali an Angevinière
44800 Sant-Ervlan
Dedennet oc'h gant ar staj-mañ ?
Lakaat h.e anvStajoù all
Goulennoù zo ?
Kas ur gemennadennC'hoant 'peus gouzout hiroc'h war hon obererezhioù kelenn ha dudi ? Laouen e vo hor skipailh da respont deoc'h !