Sevel pennadoù kazetennerezh
Deskiñ brezhoneg

Sevel pennadoù kazetennerezh

Barrekaat

C'hoant hoc'h eus da sevel pennadoù kazetennerezh e brezhoneg, met ne ouzoc'h ket tre penaos ober ? Savet hoc'h eus pennadoù c'hoazh, nemet e karfec'h bezañ muioc'h en hoc'h aez ? Ar staj kinniget gant Skol an Emsav a zo aozet evidoc'h.

Sevel pennadoù kazetennerezh

Live

Uhel

Prantadoù da zont

Rennes

22/06/2024 > 22/06/2024

Lakait hoc'h anv

Kerkent ha bremañ
A-raok an 10 a viz Even
Niver plasoù bevennet (12 plas)

Gant Fulup Lannuzel – Stummer

Pal

Deskiñ teknikoù efedus evit gouzout sevel pennadoù kazetennerezh eo pal ar stummadur. Evel-se e viot gouest da reiñ plijadur ha deskamant d’al lennerien : sachañ evezh al lenner hag ober ma lenno ho pennad penn-da-benn hep diskregiñ a-raok ar fin.

Framm an devezh

Diouzh ar mintin

Doare ar skridaozañ : ar goulennoù diazez, ar c’hogn, ar frazennadur, ar stil, ar c’hrog kazetennerezh… Adskrivañ ur pennad skouer.

Pred asambles

D’endervezh

Pleustriñ war ur pennad da sevel : labour dre strolladoù bihan war un danvez bet dibabet a-raok. Kinnig labour ar strolladoù ha dielfennañ a-stroll.

Enskrivadur

Heuliañ ar furmskrid a-raok an 10 a viz Even.

Niver a plasoù bevennet (12 plas).

Prantadoù da zont

Rennes

22/06/2024 > 22/06/2024

Prizioù

Priz an devezh staj
80 €

Lec'h

Roazhon - Skol an Emsav

8, trolec'h Sant-Albin
35000 ROAZHON
(Metro Saintez-Anna a/b)

Dedennet oc'h gant ar staj-mañ ?

Lakaat a ran ma anv
Sellet ivez ouzh

Stajoù all

Brezhoneg, Bod & Boued
Deraouidi & Barrekaat

Brezhoneg, Bod & Boued e Naoned

Gouzout hiroc'h
Ur sizhunvezh e Roazhon
Deraouidi & Barrekaat

Ur sizhunvezh e Roazhon e Roazhon

Gouzout hiroc'h

Goulennoù zo ?

Kas ur gemennadenn

C'hoant 'peus gouzout hiroc'h war hon obererezhioù kelenn ha dudi ? Laouen e vo hor skipailh da respont deoc'h !