Staj dre soubidigezh e Bro-Gwened
Deskiñ brezhoneg

Staj dre soubidigezh e Bro-Gwened

Barrekaat

Staj dre soubidigezh e Kervignag, kêriadenn ar Genkiz. Etre an 29 a viz Mae hag ar 1añ a viz Even 2025. Adalek al live B1

Staj dre soubidigezh e Bro-Gwened

Live

Adalek al live B1

Prantadoù da zont

Kervignac

11/07/2026 > 14/07/2026

Skol an Emsav a ginnig deoc’h ur staj dre soubidigezh e Bro-Gwened evit mont war-raok gant ho prezhoneg ag ar vro (gwenedeg). 

Pevar devezh bourrabl en ur gêriadenn gaer e Kervignag : Tiez ar Ganquis.

Ar c’hentelioù a vo diouzh mintin ha dizoloet e vo ar c’hornad d’enderv (Porzh-Loeiz, An Henbont…)
Diouzh noz e vo kinniget abadennoù kan ha dañs ha filajoù ivez.

Implij-amzer & roll oberiantiz


D’AR YAOU 29/05

Mintin : Degemer ha kentel

Enderv : Kentel

Serr-noz : Prezegenn a-ziàr-benn anvioù lec’h ha tud ar c’hornad get Serj Bozeg

Noz : prezegenn a-ziàr-benn perzhioù dibar ha distagadur brezhoneg bro-Gwened get Jean-Claude Le Ruyet

D’AR GWENER 30/05

Mintin : gweladenniñ sitadell Porh-Loeiz ha Mirdi kompagnunezh an Indez get Kentin Daniel-Walter

Enderv : Kentel

Serr-noz : C’hoarioù ha digor-kalon

Noz : Filaj get Daniel Carré

D’AR SADORN 31/05

Mintin : kentel 

Enderv : baleadenn natur e Lostenk a-hed gwazh an Intel gant Padrig Drean & Jean-Paul Runigo (Dourioù ha Stêrioù Breizh)

Serr-noz : Digor-kalon

Noz : Meni fest-noz, get sonennoù ha tonioù da selaou ha da zañsal

D’AR SUL 01/06

Mintin : Gweladenniñ tourioù Bro-Ereg en Henbont get Rémi Pierre

Enderv : Bilañs, c’hoari, merenn vihan ha kimiadiñ

Gellet a ray ar stajerion a garo en em gavet d’ar Merc’her 28/05 da noz e bod ar Ganquis (met ret e vo dezhe degas o boued). 

Roit da ouiet da degemer@skolanemsav.bzh a-raok al Lun 26 a viz Mae 2025.

Bod & boued


Ti NoyerTi ChoisiaTi CeriseTi GlycineTi Vigne
3 c’hambr5 kambr2 gambr2 gambr4 c’hambr
3 gwele 2 blas
1 gwele 1 plas
6 gwele 1 plas
3 gwele 2 blas
2 wele 2 blas
1 gwele 1 plas
3 wele 2 blas5 gwele 2 blas
1 gwele 1 plas

  • E-barzh pep ti ez eus ur saloñs, ur gegin, ur sal-dour ha privezioù.
  • Ar boued a zo e-barzh priz ar staj.

A-bouez :

  • Dasparzhet e vo ar c’hambreier diouzh dibab pep hini keit ha ma vo posubl ha diouzh an niver a blasoù a chomo, diouzh urzh an enskrivadurioù.
  • Hor seizh gwellañ a raimp da zoujañ ouzh ar pezh ho koulenn e-barzh ar furmskrid enskrivañ.
  • An tiez e vo mesket merc’hed ha paotred diouzh an enskrivadurioù hag ar goulennoù.
  • Ma fell deoc’h rannañ ur gwele gant un den kar, lârit deomp er furmskrid.

A-ZEVRI


Evit ho kentelioù A-ZEVRI ho poa paeet…Priz ar staj-mañ a vo digresket a…
330 €90 €
290 €110 €
240 €140 €
190 €175 €

Prantadoù da zont

Kervignac

11/07/2026 > 14/07/2026

Prizioù

Priz leun - Bod & Boued
370 €
Priz leun - Boued HEP bod
310 €
Priz digresket (tud dilabour, studierien)
310 €
CPF
450 €
Frejoù Bod & Boued da ouzhpennañ
140 €
Goulenn d'ober war "Mon Compte Formation" a-raok ar 07/05/25

Lec'h

Gîtes Ganquis

35 Le Ganquis, 56700 Kervignag

Dedennet oc'h gant ar staj-mañ ?

Lakaat h.e anv
Sellet ivez ouzh

Stajoù all

Staj dre soubidigezh e Bro-Gwened
Barrekaat

Staj dre soubidigezh e Bro-Gwened e Kervignag

Gouzout hiroc'h
Staj brezhoneg
Deraouidi & Barrekaat

Staj brezhoneg e Roazhon

Gouzout hiroc'h
Stage brezhoneg e Pariz
Deraouidi & Barrekaat

Stage brezhoneg e Pariz

Gouzout hiroc'h

Goulennoù zo ?

Kas ur gemennadenn

C'hoant 'peus gouzout hiroc'h war hon obererezhioù kelenn ha dudi ? Laouen e vo hor skipailh da respont deoc'h !