
Post-labour : Stummer.ez war ar brezhoneg
Emglev a-stroll ar stummañ : pazenn 10
Amzer-labour : leun-amzer
Kevrat : CDD 12 miz
Lec’h labour : post diazezet e kreizenn Skol an Emsav, 12 bali an Añjevigner, 44800 Sant-Ervlan
Deiziad kregiñ : d’al Lun 24 a viz Eost 2026
Aozioù labour :
- Kentelioù e-pad an deiz & kentelioù d’abardaez-noz
- Kentelioù e Naoned & Roazhon (e-pad ar prantad-ambroug)
- Kentelioù stummadurioù 6 ha 3 miz, war al lec’h
Barregezhioù goulennet :
- Live brezhoneg uhel dre-gomz ha dre-skrid : C1 – live 5 pe Aotreegezh war ar brezhoneg
- Diplom pe skiant-prenet war ar c’helenn hag ar bedagogiezh
- Bezañ gouest da verañ e amzer-labour (kelenn er c’hlas, enklask/prientiñ kentelioù, kefridioù all a denn da vont-en-dro ar greizenn stummañ)
Barregezhioù deuet mat :
- Anavezout bed ha mont-en-dro ar stummañ evit an dud deuet
- Anavezout an hentennoù da gelenn brezhoneg ha da luskañ ur gentel hiziv-an-deiz
- Bezañ gouest d’ober gant doareoù ha teknikoù-kelenn a-bell
- Aotre-bleniañ B
Doare den :
- En e vleud gant ur strollad tud deuet
- Entanet gant ar c’helenn da dud a bep seurt buhezioù, raktresoù ha hentoù-micher dezhe
- Dedennet gant teknikoù pedagogel liesseurt (o deskiñ, o rannañ gant ar geneiled)
- Gouest da labourat en ur mod emren koulz hag a-stroll
- Spered-krouiñ ha nerzh-kinnig
Ur stummadur a vo kinniget e diabarzh ar greizenn. Ouzhpenn-se e vo harpet hag ambrouget ar stummer nevez gant ar skipailh.
Lizher emginnig + CV da gas da morwena.audic [at] skolanemsav.bzh a-benn ar Yaou 9 a viz Gouere 2026.
Emgavioù tuta d’ar Merc’her 15 ha Yaou 16 a viz Gouere 2026.
Travailler en breton
Forum des métiers et des formations en breton
12ᵉ édition du Forum des métiers et des formations en breton organisé par Stumdi et Skol an Emsav. Jeudi 6 mars de 11h00 à 17h00 à Ploemeur (Centre culturel Amzer…
Stummer.ez – Kentelioù sizhuniek ENLINENN
Ur post-labour darn-amzer zo da bourveziñ ar c’hentañ ar gwellañ !
Vous avez
des questions ?
Envoyer un message
Besoin d’un renseignement sur nos activités d'enseignement ou d'animation culturelle ? Notre équipe se tient à votre disposition !