
POST LABOUR POURVEZET
AR POST-LABOUR
Anv ar post : Stummer.ez
Natur ar post : Kelenn
Niver a eurvezhioù : 18 eurvezh / sizhun
Framm ar post : Kelenn : 9 eurv. / Prientiñ : 7 eurv. / Ambroug-Emstummañ : 2 eurv.
Emglev a-stroll : IDCC 1516 Organismes de Formation
Pazenn : 10
Gopr : 13,658 € kriz / eurvezh
KEFRIDIOÙ
Kefridi bennañ : Stummañ skolidi ar c’hentelioù sizhuniek ENLINENN
- Obererezhioù : Aozañ an obererezh stummañ (o kenlabourat gant ar skipailh stummerien)
Dindan evezh ha gant harp kenurzhierez ar c’helenn - Prientiñ kentelioù : diouzh ar programm hag ar priziañ, renkañ ur prantad kelenn, aozañ/adimplij dafar pedagogel, diouzh ezhomm ar stajidi.
- Buheziñ kentelioù / Lakaat ar programm e pleustr
- Sevel ha kempenn benvegoù pedagogel diouzh e varregezhioù
- Sevel ha kempenn benvegoù priziañ
- Titouriñ teuliadoù heuliañ an deskarded (bezañs evit pep kentel, levrig heuliañ melestradur/pedagogiezh pep stajiad, egorenn Digiforma pep stajiad)
- Derc’hel d’an darempredoù etre ar stajidi ha skipailh SAE (stummerien, melestradur…)
- Dastum/sontañ santimant ar stajidi war o stummadur
- Titouriñ/brudañ obererezhioù DUDI ha stummadurioù SAE
Kenlabour / Kenbrientiñ / Diellañ
- Efedusaat al labour prientiñ ha stabilaat danvez ar c’hentelioù dre labourat gant stummerien all war prantadoù boutin.
- Diellañ/rannañ ar c’hentelioù prientet, da liammañ ouzh ar programm
- Diellañ/rannañ hag urzhiañ an dafar pedagogel implijet evit pep kentel, da liammañ ouzh ar programm
- Kemer perzh en emvodoù ar stummerien ha skipailh + degas mennozhioù da gas war-raok an doare da labourat
- Reiñ keloù da genurzhier.ien ar c’helenn hag an hentad stummañ pa vez un dalc’h gant an dafar, an aozañ, ar c’helenn pe gant un deskard
Kemer perzh e buhez ha diorren ar greizenn
- Ijinañ pe kemer perzh e raktresoù pedagogel nevez, diouzh ezhomm ar stajidi (KA)
- Kemer perzh en emvodoù war ar stummañ aozet war al lec’h labour pe er-maez (KA)
- Kemer perzh e foromoù/saloñsoù diouzh an ezhomm (KA)
- Kemer perzh en abadennoù hag emgavioù e-lec’h ma vez engouestlet Skol an Emsav, diouzh an ezhomm (KA)
- Kemer perzh / sikour da aozañ oberiantizoù nann-gelenn SAE (KA)
- Skriv pennadoù evit #brezhoneg (KA)
ROLL KENTELIOÙ
A-ZEVRI (stummadur fonnus hibrid)
- Live 1 : d’ar Meurzh, 18e30-20e00
- Live 2 : d’ar Yaou, 18e30-20e00
- Live 3 : d’ar Merc’her, 18e30-20e00
Kentelioù sizhuniek (1 eurvezh)
- Live 1 : d’ar Yaou, 12e30-13e30
- Live 2 : d’ar Gwener, 12e30-13e30
Kentelioù sizhuniek dre ar saozneg
- Bloaz 5 : d’ar Merc’her, 17e00-18e30
Kentel souten war ar brezhoneg
- D’ar Merc’her, 14e00-16e00 (1 wezh / miz)
AOZIOÙ LABOUR
- Kelenn 9 eurvezh ar sizhun (dre geidenn)
- Kentelioù enlinenn hepken
- Kentelioù e-kerzh an deiz
- Kentelioù d’abardaez-noz
- Pell-labour posubl betek 100% eus an amzer labour.
- Eurvezhioù ambroug hag emstummañ e kreizenn Roazhon, er penn-kentañ da vihanañ
- Amzer brientiñ : 7 eurvezh / sizhun (aozadur da renkañ gant kenurzhierez ar c’helenn)
- Emstummañ : 2 eurvezh / sizhun (aozadur hag ambroug da renkañ gant kenurzhierez ar c’helenn)
BARREGEZHIOÙ GOULENNET
- En h.e aez o teskiñ kelenn ha kenlabourat gant savennoù niverel (klas enlinenn, rannañ teulioù ha mediaoù) : ur stummadur resis war an ostilhoù hag ar meziantoù labour a vo kinniget gant Skol an Emsav
- Live brezhoneg uhel dre-gomz ha dre-skrid : C1 – live 5 pe Aotreegezh war ar brezhoneg
- Diplom / Skiant-prenet war ar c’helenn hag ar bedagogiezh
- Anavezout bed ha mont-en-dro ar stummañ evit an dud deuet
- Anavezout an hentennoù da gelenn brezhoneg ha da luskañ ur gentel hiziv-an-deiz
- Bezañ gouest da verañ e amzer-labour (kelenn er c’hlas, enklask/prientiñ kentelioù, kefridioù all a denn da vont-en-dro ar greizenn stummañ)
- Saozneg deuet mat
- Aotre-bleniañ B
Ur stummadur a vo kinniget e diabarzh ar greizenn gant kenurzhierez ar bedagogiezh. Ouzhpenn-se e vo harpet hag ambrouget ar stummer nevez gant ar skipailh.
DOARE DEN
- En e vleud gant ur strollad tud deuet
- Entanet gant ar c’helenn da dud a bep seurt buhezioù, raktresoù ha hentoù-micher dezhe
- Plijet o kenlabourat gant e geneiled evit prientiñ ha kas ar c’hentelioù
- Dedennet gant teknikoù pedagogel liesseurt (o teskiñ, o rannañ gant ar geneiled)
- Gouest da labourat en ur mod emren koulz hag a-stroll
- Entanet o teskiñ hag o rannañ e ouiziegezh dalc’hmat
EVIT LAKAAT HOC’H ANV
- Lizher emginnig + CV da gas da gwenael.dage(@)skolanemsav.bzh
- Deiziad termen : d’ar Gwener 17 a viz Genver 2025
- Deiziad kregiñ : an abretañ ar gwellañ
PELLGARGAÑ AR FICHENN-BOST
Travailler en breton
Forum des métiers et des formations en breton
12ᵉ édition du Forum des métiers et des formations en breton organisé par Stumdi et Skol an Emsav. Jeudi 6 mars de 11h00 à 17h00 à Ploemeur (Centre culturel Amzer…
Enseignants du secteur public : la décharge pour formation continue
Enseignants du 1er degré public, un nouveau dispositif vous permet de suivre la formation intensive de 9 mois à la langue bretonne afin de devenir enseignants bilingues.
Vous avez
des questions ?
Envoyer un message
Besoin d’un renseignement sur nos activités d'enseignement ou d'animation culturelle ? Notre équipe se tient à votre disposition !