Bremañ n°455 : Gwin e Breizh, greun an nevezadur
Ne vez ket graet gwin e Breizh, bro ar sistr an hini eo. Penaos ‘ta ? Ankounac’haet e vez gwin al Liger-Atlantel ha ne vez ket dalc’het soñj e veze gounezet gwini tro-dro d’an abatioù e Redon, peotramant e Landevenneg er Grennamzer. E anvioù-lec’h ar vro ez eus chomet roudoù eus an istor-se ha marteze e vo roet anvioù nevez da straedoù Kemper. Abaoe 2006 e oa bet savet ar gevredigezh Les Amis de la Vigne hag un drederenn eus ar gwini er vro a vez gounezet gras da youl tud mennet. Muioc’h-mui a voutailhadoù gwin produet e Breizh, gwenn peurliesañ, a vez gwerzhet er gourmarc’hadoù rak abaoe 2016 eo bet aesaet lezenn Frañs. Gellout a reer plantañ gwini pep lec’h. War dommaat ez a an hin e Breizh met diaes eo raktresañ an amzer da zont. Muioc’h-mui a c’hlav a vo ivez ha ne blij ket ar glav d’ar gwini. N’eus skiant-prenet ebet ken daoust d’hon istor kozh. A-enep ar c’hleñvedoù e vez klasket diskoulmoù. Doujet e vez d’ an natur o produiñ ur gwin bio hogos kuit a louzoù kimiek. Klask a ra ul lodenn eus ar winiennerien labelaet bio tapout al label Demeter ivez daoust d’ar c’hredennoù speredel stag ouzh al label-mañ awenet gant prederouriezh Rudolf Steiner er bloavezhioù 1920 en Alamagn. Bihan eo marc’had ar gwin e Breizh, o kreskiñ emañ. Bet omp bet o c’houzout hiroc’h war an danvez-mañ a-raok mendemiñ gwin Breizh e miz Gwengolo.
En stock
Teuliad :
Ar gwin e Breizh, un hir a istor
Atersadenn Malo Bouëssel du Bourg : « N’eus abeg ebet ne zeufe ket Breizh a-benn da broduiñ gwin mat a-benn ugent vloaz »
Re gozh eo ar gwini evit ober goap outo
Gwrizioù mignoniezh ar winieg
Breizh hag ar bed :
Stefan Carpentier, sot gant ar sport !
Sevenadur, dudi, sportoù :
Ur Breton e Missouri en XVIIIvet kantved, war roudoù ur c’henvroad
Gesta regum Britanniae, levr breton milliget eus an amzer kent
Stêr ar sterioù
Divrezel, romant gant Mikael Madeg
Karned beaj : kantreal en un amzer all
Kronikennoù Lenn gant Tangi Legavre
Rekipeoù : berijnez ken aes ha tra e-giz Bro-Italia, gwastilli chokolad hanter-poazet