Bremañ n°456 : Galloud ar faltazi war hon amzer a-vremañ
Teuliad :
- Faltazi ? Fantazi ? Fantastik ?
- Ar skiant-faltazi e brezhoneg
- Atersadenn gant ar skrivagner Jerom Olivry : "C'hoant 'maomp, gant Kristian, diskouez dre al levr-mañ hor c'harantez evit al levrioù faltazi"
- Atersadenn gant Josh Tyra, troer An Hobbit : "Ijin ar brezhoneg hon eus implijet evit chom feal da desten Tolkien"
- Bed faltaziek Yulia Borisova
- Atersadenn gant ar skrivagnerez, Morgan of Glencoe : "El "La Dernière Geste" e vez nac'het asantiñ d'ur bed direizh"
- Atersadenn gant ar skrivagner euskareg, Iban Zaldua : "Gant ar faltazi ez eus kaoz eus an amzer a-vremañ"
- Santez, sorserez pe harozez skiant-faltazi ?
- Mojennoù ha mitologiezh, deroù ar fantasy
- The Rose Field, trede levr Philip Pullman
- Tri gripi el lennegezh vrezhoneg
- Karned beaj : War roudoù ar bobl vihan
- Dreist eo an harorezed
- Rekipeoù : abrikezennoù gwinizh-du kraz ha kambon kig-moc'h, legumaj ha toazennoù gant kibogoù
- Atersadenn gant Morgan of Glencoe
- Atersadenn gant Iban Zaldua
- Santez, sorserez pe harozez skiant-faltazi ?
- Mojennoù ha mitologiezh, deroù ar fantasy
- The Rose Field, trede levr Philip Pullman
- Tri gripi el lennegezh vrezhoneg
- War roudoù ar bobl vihan
- Dreist eo an harorezed
- Rekipeoù
En stock
Ur wech e oa, ur wech ne oa ket met ur wech e oa bepred… Setu peseurt mod e vez kontet istorioù. Ijinet e vez darvoudoù burzhudus, diaes da grediñ met er mod-se e vez lakaet an dud da hunvreal en ur bed all. Adkemeret eo bet ar mojennoù hag ar c’hontadennoù gant al lennegezh faltaziek. J.R.R Tolkien, unan eus skrivagnerien brudetañ an XXvet kantved, a oa bet awenet gant mojennoù skandinavek evit bouetañ e istorioù, Lord of the Rings hag An Hobbit da skouer. Ken brudet eo e levrioù ma oa bet troet e levr The Hobbit e brezhoneg e 2001 hag adembannet e 2020. Aterset eo bet Josh Tyra, en deus troet an eil adembannadur asambles gant Alan Dipode.
En teuliad-mañ e vo kavet ivez peadra da brederiañ war ar faltazi e brezhoneg : peseurt mod treiñ ? Ur bed faltaziek a zo ? D’ober petra ? Ha da gentañ penn, petra a dalvez ar ger-mañ ? Faltazi ? Fantasy ? Ken liesseurt ez eus meur a rummad a zo mat lakaat kemm etrezo. Lakaet e vez ar gaoz war an danvez-mañ e yezhoù all, evel en euskareg. Ar skrivagner Iban Zaldua a gont un dra a bouez deomp : « Gant ar faltazi ez eus kaoz eus an amzer a vremañ.” Dre istorioù eus ar bedoù all e komz an Amerikanez Octavia Butler eus ar feulster ouzh ar re zu ha gant Manon Steffan Ros ez eus kaoz eus ar bed da c’houde an apokalips e kembraeg. Setu galloud al lennegezh faltazi : lakaat ac’hanomp da ijinañ un dazont all war an douar patatez-mañ, teñvaloc’h a-wezhioù, evit ma vefe splannoc’h evit gwir.
Skipailh Bremañ