Skignadenn – Asteriks ha Domani an Doueed
Emaomp er bloavezh 50 kent Jezuz-Krist. Aloubet eo Galia en he fezh gant ar Romaned… En he fezh ? N’eo ket ! Ur gêriadenn annezet gant Galianed difaezhus a zalc’h penn d’an alouber a-hed ar wech.

Emaomp er bloavezh 50 kent Jezuz-Krist. Aloubet eo Galia en he fezh gant ar Romaned… En he fezh ? N’eo ket ! Ur gêriadenn annezet gant Galianed difaezhus a zalc’h penn d’an alouber a-hed ar wech. Aet eo Jul Kaezar e gouez, ha divizet en deus cheñch strategiezh : pa ne deu ket a-benn e armeoù da vezañ trec’h dre griz, neuze e vo ar sevenadur roman an hini az aio da strobinellañ ar varbared c’halian. E-kichen o c’hêriadenn e lak Kaezar sevel un domani annez pompadus evit lojañ perc’henned roman, « Domani an Doueed » e anv. Daoust hag e talc’ho penn hor mignoned c’halian ouzh ar c’hoantegezh hag ouzh aezamantoù ar vuhez roman ? Daoust hag e teuio o c’hêriadenn da vezañ un dachenn douristel nemetken ? Emañ Asteriks hag Obeliks o vont da arbenniñ taer ouzh raktresoù Kaezar.
Goulennoù zo ?
Kas ur gemennadennC'hoant 'peus gouzout hiroc'h war hon obererezhioù kelenn ha dudi ? Laouen e vo hor skipailh da respont deoc'h !