Piv omp-ni ?
Er bloaz 1969 e oa bet savet Skol an Emsav (SAE) evel un aozadur sevenadurel gant Pol Kalvez, Bernez Rouz, Lukian Kergoat, Martial Ménard, Yann Guillamot ha Tangi Louarn.
Kelenn brezhoneg eus un tu ha brudañ ar yezh hag ar sevenadur zo stag outi eo palioù ar gevredigezh.
Ur greizenn-stummañ titlet evit an dud deuet eo ar gevredigezh ivez, hiziv an deiz. Kinnig a ra kentelioù sizhuniek, stajoù ha dudi e brezhoneg, e Roazhon dreist-holl hag e Breizh-Uhel, betek Dinan ha Naoned (Sant-Ervlan).
Staliet eo penngreizenn Skol an Emsav e kreiz kêr Roazhon : 8, trolec’h Sant-Albin (Metro Santez-Anna).
Deskit brezhoneg !
Stummadurioù hir war ar brezhoneg, e Roazhon ha Naoned, kentelioù sizhuniek e bro Roazhon hag enlinenn, stajoù… A bep seurt doareoù da zeskiñ ar yezh ha d’ober ganti a vez kinniget gant Skol an Emsav !
Ar bloaz-mañ
Embannadurioù
Levrioù pedagogel ha kelaouennoù a vez embannet gant Skol an Emsav.
Bremañ, bet savet e 1980, eo ar gelaouenn goshañ embannet gant ar gevredigezh. Enni e vez kaoz eus Breizh, hag ivez eus keleier lec’hel hag etrebroadel, e brezhoneg penn-da-benn. Bep eil miz e vez embannet Bremañ.
#brezhoneg zo ur gelaouenn bedagogel a vez kavet enni poentoù yezh ha pennadoù skrivet diouzh meur live (A1 betek B2).
An hentenn Oulpan a vez vez graet ganti er c’hentelioù sizhuniek, dreist-holl. Un hentenn bev-buhezek hag a-vremañ eo, evit lakaat ar pouez war ar c’homz kement ha kregiñ e-barzh da vat ha bezañ en e aez gant ar yezh e-korf berr amzer.
Hor skipailh
Izili ar Burev
- Tangi POISSON – Prezidant
- Glannon KERZERHO – Sekretour
- Riwal DIPODE – Teñzorer
Izili ar C’huzul-merañ
- Matthieu TOUZÉ
- Anne-Claire LE RESTE
Skipailh gopridi
- Gwenael DAGE – Rener
- Morwena AUDIC – Kenurzhierez ar bedagogiezh
- Amélia MICHEL – Sekretourez veur
- Morwena AUDIC – Kenurzhierez ar bedagogiezh
- Vanessa LEIZOUR – Skoazellerez stummañ
- Manon DENIAU – Kenurzhierez an embann
- Djibril AATIF – Stummer
- Morgane ANGOUJART – Stummerez
- Merzhin AR C’HWEZEK – Stummer
- Maxime BRIAND – Stummer
- Lom CADORET DE L’EPINEGUEN – Stummer
- Anton CHATELIER – Stummer
- Yann-Luk COAT – Stummer
- Mazheas GUIVARC’H – Stummer
- Sophie HAGGARTY – Stummerez
- William LANDIN – Stummer
- Riwal LE COZ – Stummer
- Maeleg LINTANF – Stummer
- Ffion READER – Stummerez
- Maewenn SORT – Stummerez
- Ronan STEFAN – Stummer