Da betra deskiñ brezhoneg ?
Estreget ar vugale a rank deskiñ brezhoneg !
Ur 5000 den deuet a vez gant kentelioù brezhoneg bep bloaz. Grit evelte ‘ta, evit…
- Reiñ ul liv nevez d’ho puhez sokial, en ho familh, er c’hevredigezhioù.
- (Ad-)sevel liammoù dibar gant ho tud-kozh.
- Deskiñ ar yezh pa n’eo ket bet graet war barlenn ho mamm.
- Klokaat tammoù brezhoneg bet klevet ganeoc’h gant ar familh hag ar vignoned.
- Ambroug ho pugale gant o hentad skol divyezhek.
Ouzhpenn 1500 den a labour bemdez e brezhoneg ! Deuit da vezañ unan anezho !
- Ha fellout a ra deoc’h kavout ur post-labour er vro war tachenn ar c’helenn (skol-vamm, kentañ hag eil derez) pe e bed ar buheziñ ?
- Ha fellout a ra deoc’h labourat en un embregerezh pe ur gevredigezh a ra gant ar brezhoneg (sekretouriezh, kontouriezh, melestradurezh…), pe evit ober war-dro ar re gozh ?
- E meteier all e vez klasket war-lerc’h brezhonegerien c’hoazh. E bed ar mediaoù, da skouer : skingomz, kazetennerien, komedianed, advouezhierien…
M’ho peus ur raktres micher stag ouzh ar brezhoneg, pe ma fell deoc’h kregiñ gant ur c’helc’hiad stummañ er skol-veur, pe deskiñ ar yezh a vank d’hoc’h identelezh vreton e vo spletus deoc’h ar stummadur war 6 miz d’an daoulamm.
E kalon ar stummadurioù hir : abadenn radio