Stajoù
Deskiñ brezhoneg

Stajoù

Stajoù evit an dud-deuet a-hed ar bloaz.

Staj brezhoneg
Deraouidi & Barrekaat

Staj brezhoneg e Roazhon

Staj brezhoneg war ur sizhun e Roazhon war tem ar sonerezh.

Gouzout hiroc'h
Staj brezhoneg
Deraouidi & Barrekaat

Staj brezhoneg e Naoned

Staj brezhoneg ur sizhunvezh en Naoned. Bod & Boued. "C'hoarioù ha sportoù Breizh". Aozet a-gevret gant Kentelioù an Noz.

Gouzout hiroc'h

Deskiñ buan hag aes

  • Stajoù evit deskiñ fonnusoc’h, evel-just, en un doare plijus hag aes d’an oadourien.
  • Lakaet e vez ar pouez war ar c’homz dre c’hoarioù, krouiñ sketchoù, selaou ouzh abadennoù, kanañ…
  • Un hentenn bev-buhezek evit komz disoursi adalek an eurvezhioù kentañ.

Ha bezañ en hoc’h aez gant ar yezh

  • Stajoù 35 eurvezh pe war un dibenn-sizhun, 17 den d’ar muiañ e pep strollad, diouzh live ar stajidi.
  • Digor d’an holl eo hor stajoù. Arc’hantaouiñ dre CPF, OPCO pe gant hoc’h embregerezh a c’helloc’h ober.
  • Kinnig a raimp deoc’h amprouiñ ho live e-pad ur pennadig-kaoz da dermeniñ peseurt strollad ha zereo deoc’h ar gwellañ.
  • Roll resis al labour hag an obererezhioù a vo roet deoc’h da c’houzout pemzektez a-raok ar staj, pe war-dro.

Goulennoù zo ?

Kas ur gemennadenn

C'hoant 'peus gouzout hiroc'h war hon obererezhioù kelenn ha dudi ? Laouen e vo hor skipailh da respont deoc'h !