Embann

Embann

Kelaouennoù, levrioù deskiñ hag un deiziataer hollvrezhonek bep bloaz a vez embannet gant Skol An Emsav. Un doare da reiñ tro d’ar vrezhonegerien da vont war-raok ha da vevañ en o yezh ! Koumanantiñ ha prenañ a c’hellit ober enlinenn.

Skignañ

Deiziataer 2026

An deiziataer 100 % e brezhoneg embannet gant Skol an Emsav.
Design ha maketenn gant Alice Armenio Coïc. Savet ha moullet penn-da-benn en Il-ha-Gwilen !

  • Deiziater bloavezh 2026
  • Deiziataer 2027
  • Stumm chakod (10 x 17 cm)
  • 160 p.
  • Bep miz a grog gant ur bajenn ar miz : deiziataer ar miz gant notennoù
  • Kartenn broioù Breizh
  • Taolenn ar c’hemmadurioù
  • Chomlec’hioù talvoudus sevenadur Breizh
  • Skouerenn chekenn
  • Kein gwriet war wel evit chom solut ha hebleg

Koust : 14 €

Evit prenañ a-stroll, kasit ur postel deomp mar plij.

Découvrir Acheter

Deiziataer 2025-2026

An deiziataer 100 % e brezhoneg embannet gant Skol an Emsav.
Design ha maketenn gant Alice Armenio Coïc. Savet ha moullet penn-da-benn en Il-ha-Gwilen !

  • Deiziater bloavezh-skol 2025-2026
  • Stumm A5 (14,8 x 21 cm) evit skrivañ muioc’h c’hoazh !
  • 148 p.
  • E gwenn ha du penn da benn
  • Deiziadur ar bloavezhioù skol 2025/26 + 2026/27
  • Bep miz a grog gant ur bajenn ar miz : deiziataer ar miz gant fichennoù lenn ha notennoù
  • Ur sizhun war div bajenn
  • Implij-amzer sizhuniek dre an eurvezhioù
  • Kartenn broioù Breizh
  • Fichenn lenn bep miz
  • Taolenn ar c’hemmadurioù
  • Un dro-lavar bep sizhun
  • Kein giz Bro-Suis evit chom solut ha hebleg

Koust : 19 €

Evit prenañ a-stroll, kasit ur postel deomp mar plij.

Gouzout hiroc'h Prenañ

#brezhoneg

Ur gelaouenn bedagogel eo #brezhoneg, embannet evit ar miliadoù a oadourien a vez o teskiñ brezhoneg bep bloaz dre gentelioù-noz, dre stajoù hir ha berr, dre lizher… Maget e vez #brezhoneg gant stummerien a vicher, diouzh ur c’haier kargoù resis : pennadoù aesoc’h pe diaesoc’h, diouzh liveoù a bep seurt, poentoù yezh, pennadoù diwar-benn Breizh…

Koumanant : 30 € (6 niverenn)

Koumanantiñ diouzhtu Gouzout hiroc'h
#brezhoneg Japon breton magazine pédagogique

Bremañ

Keleier eus Breizh hag eus ar bed a-bezh

Daouviziek eo ar gelaouenn abaoe 2015, gant rubrikennoù nevez, diouzh ul linenn stur a chom ledan-tre. Un istitl a zo bet roet d’ar gelaouenn : Bremañ, Breizh hag ar bed. Lakaat ar gaoz e brezhoneg war danvez a bep seurt, gant ur sell diazezet e Breizh, eo pal ar gelaouenn, hag ivez plediñ gant temoù na vint ket kavet stank er c’helaouennoù all (minorelezhioù broadel, ar broadoù
hep Stad…). E Bremañ e c’hellor ivez lenn pennadoù a
bep seurt diwar-benn Breizh, hec’h ekonomiezh, ar
gevredigezh dre vras, an endro, ar politikerezh…

Koumanant : 39 € (6 niverenn)

Koumanantiñ diouzhtu

Oulpan

Hentenn rannet etre 3 dornlevr da zeskiñ brezhoneg, gant divizoù enrollet da selaou evit pep levrenn.

Un hentenn vodern eo “Oulpan”. Lakaat a ra ar pouez war ar c’homz kement ha kregiñ e-barzh da vat ha bezañ en e aez gant ar yezh an abretañ ar gwellañ.

Gant c’hoarioù, divizoù ha sketchoù e kinnig Nikolas Davalan un doare pedagogiezh buhezek, fentus ha leun a startijenn evit reiñ kalon d’an deskarded.

Gouzout hiroc'h Prenañ

Les 1000 premiers mots

Un doare plijus da zizoleiñ geriaoueg pouezusañ ar brezhoneg. Ouzhpenn 1000 ger a zo e-barzh, e gwirionez, rannet etre temoù ar vuhez pemdeziek.

Alioù fur a vez roet d’ar gelennerien pe da dud ar vugale ha kavet e vez an holl c’herioù renablet e pajennoù diwezhañ al levr asambles gant o zroidigezh c’hallek, notennoù yezhadur hag o skrivadur fonetek.

Tresadennoù gant Stephen Cartwright.
Embannadur nevez, miz Kerzu 2010.

Prenañ

Dornlevr flapiñ

Breton, le guide de conversation des enfants

Embannadur nevez gant Éditions Bonhomme de chemin)

Ul levrig da zeskiñ flapiñ gant ar vugale.
Kinniget eo pep pennger gant ur skeudenn hag an distagadur (skrivadur fonetek aes da lenn). Aesoc’h a-se deskiñ gerioù ha troiennoù ar vuhez !
Livet kaer hag eeun eo an dornlevr, ha bihan… da vezañ kaset-digaset ganeoc’h en ho chakod evit magañ divizoù plijus&nbsp!

Azasaet e brezhoneg gant Skol an Emsav.

Prenañ

Goulennoù zo ?

Kas ur gemennadenn

C'hoant 'peus gouzout hiroc'h war hon obererezhioù kelenn ha dudi ? Laouen e vo hor skipailh da respont deoc'h !