Hentenn Oulpan
Embann

Hentenn Oulpan

Hentenn rannet etre 3 dornlevr da zeskiñ brezhoneg, gant divizoù enrollet da selaou evit pep levrenn.

Skignañ

Un hentenn vodern,
stag ouzh ar vuhez

ha leun a startijenn !

Un hentenn vodern eo “Oulpan”. Lakaat a ra ar pouez war ar c’homz kement ha kregiñ e-barzh da vat ha bezañ en e aez gant ar yezh an abretañ ar gwellañ.

Gant c’hoarioù, divizoù ha sketchoù e kinnig Nikolas Davalan un doare pedagogiezh buhezek, fentus ha leun a startijenn evit reiñ kalon d’an deskarded.

Oulpan 1 – kregiñ gant ar yezh

Setu ‘ta dornlevr kentañ un heuliad teir levrenn da zeskiñ brezhoneg gant divizoù enrollet da selaou amañ.  

Un hentenn nevez eo “Oulpan”, eus hon amzer-ni er mod m’eo bet savet hag en doare pedagogiezh implijet gant an deskerien. Adalek ar gentel gentañ e vez lakaet an deraouad da gomz hag e vez lakaet evel-se en e aez da gemer perzh da vat. Leun a startijenn hag a vuhez e vo ar c’helenner ha gouest e vo da lakaat pep desker da gomz ken aes ha tra. Gant Oulpan e tigorer an hent d’an deskiñ buan, liammet ouzh kement tra a ya d’ober hor buhez a-vremañ.

Prenañ Divizoù enrollet amañ !

Oulpan 2 – Mont pelloc’h

Setu ’ta eil dornlevr un heuliad teir levrenn da zeskiñ brezhoneg, gant divizoù enrollet da selaou amañ. 

Un hentenn vodern eo “Oulpan”, eus hon amzer-ni er mod m’eo bet savet hag en doare pedagogiezh implijet gant an deskerien. Adalek ar c’hentelioù kentañ e vez lakaet an deskard da gomz hag e vez lakaet evel-se en e aez da gemer perzh da vat.

Gant an eil levrenn e vo kendalc’het laouen gant an hent-se ha neuze e lakaio ar c’helenner pep desker da gomz ken aes ha tra. Gant “Oulpan” e tigorer an hent d’an deskiñ buan, liammet ouzh kement tra a ya d’ober hor buhez a vremañ.

Prenañ Divizoù enrollet amañ !

Oulpan 3 – Mont pelloc’h c’hoazh

Setu trede dornlevr un heuliad teir levrenn da zeskiñ brezhoneg, gant divizoù enrollet da selaou amañ. Un hentenn vodern eo “Oulpan” hag a laka ar pouez war ar gomz kement ha kregiñ e-barzh da vat ha bezañ buan en e aez gant ar yezh.

Chomet feal da spered an “Oulpan” kembraek ha d’e bedagogiezh e kinnig Nikolaz Davalan pleustriñ dre c’hoarioù, divizoù ha sketchoù.

Gant an trede levrenn-mañ e c’hello pep studier gwellaat ha mont pelloc’h gant ar brezhoneg, en ur gemer perzh da vat en deskiñ.

Prenañ Divizoù enrollet amañ !

Goulennoù zo ?

Kas ur gemennadenn

C'hoant 'peus gouzout hiroc'h war hon obererezhioù kelenn ha dudi ? Laouen e vo hor skipailh da respont deoc'h !