Staj dre soubidigezh e Bro-Gwened
Staj dre soubidigezh e Kervignag, kêriadenn ar Genkiz. Etre an 11 hag ar 14 a viz Gouere 2026. Adalek al live B1
Skol an Emsav a ginnig deoc’h ur staj dre soubidigezh e Bro-Gwened evit mont war-raok gant ho prezhoneg ag ar vro (gwenedeg).
Pevar devezh bourrabl en ur gêriadenn gaer e Kervignag : Tiez ar Ganquis.
Ar c’hentelioù a vo diouzh mintin ha dizoloet e vo ar c’hornad d’enderv (Porzh-Loeiz, An Henbont…)
Diouzh noz e vo kinniget abadennoù kan ha dañs ha filajoù ivez.
E brezhoneg e vo ar staj, penn-da-benn, e-barzh hag er-maez eus ar c’hentelioù.
Ne ouiit ket petra eo ho live ? Amprouit ho prezhoneg get Desketa !
Niver a blasoù : 24 bod & boued.
Bod & boued
| Ti Choisia | Ti Cerise | Ti Vigne |
|---|---|---|
| 5 kambr | 2 gambr | 4 c’hambr |
| 6 gwele 1 plas 3 gwele 2 blas | 2 wele 2 blas 1 gwele 1 plas | 5 gwele 2 blas 1 gwele 1 plas |
- E-barzh pep ti ez eus ur saloñs, ur gegin, ur sal-dour ha privezioù.
- Ar boued a zo e-barzh priz ar staj.
- Ur gwele 2 blas ? Deuit gant ur mignon.ez : un distaol 20% a vo war an eil plas miret !
A-bouez :
- Dasparzhet e vo ar c’hambreier diouzh dibab pep hini keit ha ma vo posubl ha diouzh an niver a blasoù a chomo, diouzh urzh an enskrivadurioù.
- Hor seizh gwellañ a raimp da zoujañ ouzh ar pezh ho koulenn e-barzh ar furmskrid enskrivañ.
- An tiez e vo mesket merc’hed ha paotred diouzh an enskrivadurioù hag ar goulennoù.
- Ma fell deoc’h rannañ ur gwele gant un den kar, lârit deomp er furmskrid.
A-ZEVRI
Emaoc’h o teskiñ brezhoneg gant A-ZEVRI ?
Lakait hoc’h anv kerkent ha bremañ evit lakaat digreskiñ priz ho staj !
| Evit ho kentelioù A-ZEVRI ho poa paeet… | Priz ar staj-mañ a vo digresket a… |
|---|---|
| 330 € | 90 € |
| 290 € | 110 € |
| 240 € | 140 € |
| 190 € | 175 € |








Prantadoù da zont
11/07/2026 > 14/07/2026
Prizioù
Lec'h
Gîtes Ganquis
Dedennet oc'h gant ar staj-mañ ?
Stajoù all
Goulennoù zo ?
Kas ur gemennadennC'hoant 'peus gouzout hiroc'h war hon obererezhioù kelenn ha dudi ? Laouen e vo hor skipailh da respont deoc'h !