
Deuet eo Garan Lintanf hag ar Radio C Lab da di Skol an Emsav da c’houlenn o santimant digant stajidi ar stummadurioù hir.
Deuit tre er salioù klas, c’hwi ivez, da selaou ouzh hor stajidi o tisplegañ (e galleg) pegen entanet ha mennet int da zeskiñ brezhoneg.
Da betra o deus dibabet ur stummadur d’an daoulamm ? Petra eo o soñj goude pevar mizvezh dre soubidigezh ? Penaos e tremen un devezh skol ganto ?
Ur podcast da selaou groñs ma fell deoc’h gouzout hiroc’h diwar-benn hor stummadurioù hag hor c’hevredigezh.
Gallout a rit selaou ouzh an abadenn en he fezh aze :
Blog ar stummadurioù
“Tamm ha tamm” – stajidi o teskiñ ar yezh
Tamm ha tamm : hor stajidi o vont war-raok gant ar yezh !
SAE er Mikro – abadenn stajidi Skol an Emsav
E-kreiz o stummadur barekaat “Mont pelloc’h ganti” o deus kemeret perzh stajidi Roazhon, Naoned ha Dinan en ur raktres sevel abadennoù radio e brezhoneg, a-gevred gant Radio Naoned.
Goulennoù zo ?
Kas ur gemennadennC'hoant 'peus gouzout hiroc'h war hon obererezhioù kelenn ha dudi ? Laouen e vo hor skipailh da respont deoc'h !