Le tour du breton en 180 jours
Stummadur micherel d'an daoulamm war ar brezhoneg. 6 mizvezh leun-amzer (35 eurvezh / sizhun). Live rekis : mann !
Live rekis : mann !
Graet eo ar stummadur-mañ evit an deraouidi, da lâret eo evit an dud ne ouzont ger brezhoneg ebet. N’eus ket ezhomm gouzout tra ebet war ar yezh. A-benn 6 miz stummañ e voc’h barrek da vrezhonegañ ken aes ha tra !
Palioù
Abaoe 2007 e kinnig hor c’hreizenn prantadoù stummañ micherel war 6 miz – 840 eurvezh.
Live B1 Portfolio Europa ar yezhoù zo da vezañ tizhet a-benn fin ar stummadur.
Pal pennañ ar stummadur war 6 miz eo tapout barregezhioù diazez war ar yezh evit eskemm gant ar re all ha komz e brezhoneg plaen war gement tachenn zo hep sikour. Ar stajidi a vo gouest da gomz ha da skrivañ diouzh stummoù standard ar brezhoneg a vremañ, en un doare resis ha reizh, evit reiñ o soñj da gompren d’an holl.
Framm : 840 eurvezh
- 22 sizhunvezh stummañ er greizenn, 35e / sizhun, eus al Lun betek ar Gwener.
- 2 sizhunvezh staj micherel (35 eurvezh).
- Strolladoù 16-18 den, kement ha reiñ tu da bep hini da gemer perzh.
Hentennoù
- 6 sizhunvezh kentañ hep skrivañ : kregiñ a ra ar stummadur gant ur prantad dre gomz hepken evit deskiñ diazezoù ar brezhoneg diouzh an hentenn TPR (Total Physical Response).
- Hentennoù bev ha liesseurt a vez kinniget goude-se, dre skrid ha dre gomz – story telling, senario hollek, c’hoarioù eskemm… –, gant dafar pedagogel lies (videoioù, levrioù, c’hoarioù, glad ha sevenadur Breizh…).
Priziañ
• DBY Brezhoneg, un diplom-Stad
Ret eo d’ar stajidi tremen arnodenn an DBY (Diplom Barregezhioù war ar Yezh) a-benn fin ar stummadur. Diwar an arnodenn-se e vez roet da bep stajiad ul live diouzh skeul voutin Europa (Cadre européen commun de référence pour les Langues). Un diplom-Stad eo an DBY. Evit lakaat ar stajidi da bleustriñ war an arnodenn (framm, danvez…) e vez aozet un DBY gwenn e-kerzh ar stummadur.
Mont pelloc’h er Skol-Veur
Roet e vez an tu d’ar stajidi da genderc’hel gant o studi en Aotregezh 3 pe er Master 1 war ar brezhoneg e Skol-Veur Roazhon 2 ha/pe da lakaat o anv evit DEC/DSEC/DU a-benn fin ar stummadur.
Prantadoù da zont
06/01/2025 > 30/06/2025
Prizioù
Niveroù
Hentad enrollañ
Dre ar furmskrid amañ dindan, dre bostel, dre bellgomz pe war al lec’h e c’hellit mont e darempred ganeomp m’ho peus goulennoù diwar-benn ar stummadur (arc’hantaouiñ, melestradur, pedagogiezh…).
Ma fell deoc’h lakaat hoc’h anv e vo goulennet diganeoc’h ul lizher emginnig hag ur CV.
Emgav a vo roet deoc’h gant penn ar stummadurioù goude bezañ resevet ho lizher hag ho CV.
War al lec’h pe a-bell (dre bellgomz / enlinenn) e vo dalc’het ar pennad-kaoz e-pad un eur pe war-dro.
Displeget e vo deoc’h pal ar stummadur, ar raktresoù zo stag outañ, an doare da gelenn hag ar program pedagogel.
Un digarez e vo ivez da welet daoust ha spletus e vo ar stummadur deoc’h, diouzh ho raktres.
Pemzektez war-lerc’h an emgav e vo kaset hor respont deoc’h, d’an diwezhatañ, gant un testeni enskrivañ mar bez ezhomm.
Evit kadarnaat hoc’h enskrivadur e vo goulennet meur desteni diganeoc’h.
Evit an holl :
- Teuliad enskrivañ leuniet
- Testeni ar Surentez Sokial
- Un eilenn eus ho kartenn identelezh pe ho paseporzh
- 80 € arrezioù diwar ar mizoù enskrivañ (e-touez 290 €)
Diouzh ho tegouezh :
- Testeni Pol Implij
- Kopi ho testeni ehan-stummañ asantet
Hoc’h ambroug a raimp evit arc’hantaouiñ ho stummadur
- Tud dilabour
- Ehan-stummañ
- Tud e-maez a garg
- …
6 mizvezh emaomp o vont da gas asambles. Tro ho po da gejañ gant ho keneiled staj da-geñver un emvod rak-distro-skol. Ar program hag ar stummerien a vo kinniget deoc’h. Divrezhoneg oc’h en em gavet ganeomp, e brezhoneg e vo kimiadeta-benn 6 miz !
Danvez ha liammoù talvoudus
Kelennerien ar c'hentañ derez : ur skoazell nevez
Implijout ar CPF : penaos ober ?
E kalon ar stummadurioù hir
Lec'hioù
Dinan - Skol Diwan
Cité Amiral de la Bretonnière
22100 Dinan
Naoned - Sant-Ervlan
12 bali an Angevinière
44800 Sant-Ervlan
Roazhon - Skol an Emsav
35000 ROAZHON
(Metro Saintez-Anna a/b)
Prest oc'h da gregiñ e-barzh ?
Testenioù
Ninóg
Stajiadez e Roazhon e 2021-2022 - 9 miz
« A-hed ur stummadur 6 ha 3 miz em eus tapet trawalc'h a c'houiziegezh ha fiziañs ennon evit kompren, komz ha skrivañ e brezhoneg a-drugarez da zoareoù stummañ ken liesseurt hag efedus kinniget gant Skol An Emsav. E fin an 9 miz em eus gallet treiñ kanaouennoù din zoken. Goude ar stummadur-se on bet degemeret war-eeun e trede bloaz an aotreegezh vrezhonek e skol-veur Roazhon 2. Laouen on o vezañ prest da sevel kanaouennoù nevez e brezhoneg bremañ... Lec'hienn internet Ninóg Pajenn Facebook Ninóg »
Vassili
Stajiad e Naoned (Sant-Ervlain) e 2021-2022 - 9 miz
« A-drugarez d'ur bedagogiezh efedus, desket hon eus brezhoneg ha gouest omp da greñvat hol live. N'am eus keuz ebet o vezañ heuliet ar stummadur : Kavet em eus ma labour divyezhek kentañ ha mont a ran war-raok gant ma raktresoù hiniennel e brezhoneg. »
Foar ar goulennoù
Ar c’hopridi a c’hell lakaat o gwir hiniennel d’en em stummañ da dalvezout ha goulenn d’ur c’hoñje-stummañ digant o implijer, evit mont war-raok gant o labour pe evit cheñch micher. Aozet e vo an teuliad a-gevret gant OPCO ho kennad-labour
Pep hini a c’hell tennañ splet eus e gont stummañ personel ivez. Gouzout hiroc’h diwar-benn ar CPF : moncompteformation.gouv.fr/
An dud dilabour enrollet e Pol Implij a vez arc’hantaouet o mizioù pedagogel gant o CPF.
Ar re ne vezont ket digollet gant Pol Implij (ARE) a c’hell goulenn ur yalc’had-skoazell ouzhpenn d’o sikour da vevañ e-pad ar c’houlzad stummañ.
- Fellout a ra deoc’h dont da vezañ kelenner divyezhek pe tremen ar genskrivadeg,
- Fellout a ra deoc’h heuliañ ar stummadur gant ar statud kelenner e-maez a garg pe gant un ehan-stummañ,
Ar mizoù pedagogiezh hag enskrivañ a chomo war ho chouk. Kinnig a ra Kuzul Rannvro Breizh skoazellañ ac’hanoc’h, avat. Trawalc’h e vo deoc’h goulenn ar yalc’had DESK. Evit gouzout hiroc’h : bretagne.bzh
- Kelennerien er c’hentañ derez publik : gouzit hiroc’h diwar-benn ar skoazell nevez https://skolanemsav.bzh/blog/2024/02/formation-enseignants/
Danvez-kelennerien zo a c’hell bezañ sammet o mizoù pedagogiezh gant Kuzul Rannvro Breizh, avat, diouzh an degouezh. Deuit e darempred ganeomp evit gouzout hiroc’h.
Gallout a rit goulenn bezañ lakaet e-maez a garg evit heuliañ ar stummadur.
Ar mizoù pedagogiezh hag enskrivañ a chomo war ho chouk, avat.
Stajidi zo er rummad-se a c’hell bezañ sammet o mizoù pedagogiezh gant Kuzul Rannvro Breizh, avat, diouzh an degouezh. Deuit e darempred ganeomp evit gouzout hiroc’h.
Stummadurioù all
Goulennoù zo ?
Kas ur gemennadennC'hoant 'peus gouzout hiroc'h war hon obererezhioù kelenn ha dudi ? Laouen e vo hor skipailh da respont deoc'h !