Mont pelloc’h ganti
Deskiñ brezhoneg

Mont pelloc’h ganti

Barrekaat

Stummadur micherel evit mont war-raok gant ar brezhoneg. 3 mizvezh leun-amzer (35 eurvezh / sizhun). Live rekis : B1 (DBY)

Mont pelloc’h ganti

Live

Live rekis : B1 (DCL)

Prantadoù da zont

Roazhon

13/09/2023 > 14/12/2023

Lakait hoc'h anv

Diouzhtu

Mont e darempred

Live rekis

B1 (DBY pe live da vezañ priziet e-pad an emgav gant penn ar stummadurioù a-raok kadarnaat an enskrivadur).

Publik ar stummadur

Digor ar stummadur barrekaat d’ar vrezhonegerien hag a faot dezhe mont war-raok gant ar brezhoneg ha puilhaat o anaoudegezh eus ar yezh. Da heul ar stummadur 6 miz e vez heuliet Mont pelloc’h ganti, hogen digor eo d’an holl gant ma vo boulc’het diwar al live rekis.

Framm : 420 eurvezh

  • 420 eurvezh, 35 eurvezh / sizhun, d’al Lun betek ar Gwener
  • 12 sizhunvezh kentelioù.
  • Strolladoù 16-18 den, kement ha reiñ tu da bep hini da gemer perzh.

Palioù

  • Tizhout live B2 an DBY (d’an nebeutañ).
  • Deskiñ d’ar stajidi komz ha skrivañ flour, reizh hag aes, o-unan.
  • Kreñvaat barregezhioù e-doare ma vint gouest da arguzenniñ diwar-benn a bep seurt sujedoù, teknikel pe dibaot, da-geñver eskemmoù a live uhel.

Hentennoù

  • Studiañ ar yezh a-dostoc’h a vo graet dre hentennoù bev ha lies, dre skrid ha dre gomz – story telling, senario hollek, c’hoarioù eskemm… –, gant dafar pedagogel liesseurt (videoioù, levrioù, c’hoarioù, glad ha sevenadur Breizh…).
  • 70 eurvezh gouestlet da seveniñ raktresoù pleustrek, diouzh ezhomm hag interest pep hini.
  • Prantadoù gouestlet da varregezhioù ha micherioù resis : skrivañ, treiñ, embann, atalieroù kleweled, labour war an distagadur, bezañ en e aez dre gomz e-serr c’hoari, c’hoariva.
  • Prantadoù istor ar yezh hag ar rannyezhoù.

Priziañ

• Bilañsoù bep sizhun ha div wezh ar miz

Amprouadennoù dre skrid ha dre gomz a vez kinniget bep sizhun evit heuliañ live ar stajidi. Bilañsoù hollek a vez graet bep 6 pe 8 sizhun ivez. E-barzh levrig ar stajiad e vez renablet ar barregezhioù tapet a-benn reiñ da bep hini da welet disoc’h e strivoù.

• DBY Brezhoneg, un diplom-Stad

Ret eo d’ar stajidi tremen arnodenn an DBY (Diplom Barregezhioù war ar Yezh) a-benn fin ar stummadur. Diwar an arnodenn-se e vez roet da bep stajiad ul live diouzh skeul voutin Europa (Cadre européen commun de référence pour les Langues). Un diplom-Stad eo an DBY. Evit lakaat ar stajidi da bleustriñ war an arnodenn (framm, danvez…) e vez aozet un DBY gwenn e-kerzh ar stummadur.

Mont pelloc’h er Skol-Veur

Roet e vez an tu d’ar stajidi da genderc’hel gant o studi en Aotregezh 3 pe er Master 1 war ar brezhoneg e Skol-Veur Roazhon 2 ha/pe da lakaat o anv evit DEC/DSEC/DU a-benn fin ar stummadur.

Prantadoù da zont

Roazhon

13/09/2023 > 14/12/2023

Prizioù

Tud dilabour
200 €
Mizoù pedagogiezh sammet gant Rannvro Breizh
Mizoù enskrivañ
200 €
Arc'hantaouiñ hoc'h-unan
2600 €
Mizoù pedagogel
2400 €
Mizoù enskrivañ
200 €
CPF/OPCO
4200 €
Mizoù pedagogel
4000 €
Mizoù enskrivañ
200 €
Gant ma vo sammet ar mizoù pedagogel gant un OPCO, ne chomo ken war ho chouk nemet ar mizoù enskrivañ.

Hentad enrollañ

Dre ar furmskrid amañ dindan, dre bostel, dre bellgomz pe war al lec’h e c’hellit mont e darempred ganeomp m’ho peus goulennoù diwar-benn ar stummadur (arc’hantaouiñ, melestradur, pedagogiezh…).
Ma fell deoc’h lakaat hoc’h anv e vo goulennet diganeoc’h ul lizher emginnig hag ur CV.

Emgav a vo roet deoc’h gant penn ar stummadurioù goude bezañ resevet ho lizher hag ho CV.

War al lec’h pe a-bell (dre bellgomz / enlinenn) e vo dalc’het ar pennad-kaoz e-pad un eur pe war-dro.

Displeget e vo deoc’h pal ar stummadur, ar raktresoù zo stag outañ, an doare da gelenn hag ar program pedagogel.

Un digarez e vo ivez da welet daoust ha spletus e vo ar stummadur deoc’h, diouzh ho raktres, ha da briziañ ho live brezhoneg a-raok kregiñ ganti.

Pemzektez war-lerc’h an emgav e vo kaset hor respont deoc’h, d’an diwezhatañ, gant un testeni enskrivañ mar bez ezhomm.

Evit kadarnaat hoc’h enskrivadur e vo goulennet meur desteni diganeoc’h.

Evit an holl :

  • Teuliad enskrivañ leuniet
  • Testeni ar Surentez Sokial
  • Un eilenn eus ho kartenn identelezh pe ho paseporzh
  • 80 € arrezioù diwar ar mizoù enskrivañ (e-touez 290 €)

Diouzh ho tegouezh :

  • Testeni Pol Implij
  • Kopi ho testeni ehan-stummañ asantet

Hoc’h ambroug a raimp evit arc’hantaouiñ ho stummadur

  • Tud dilabour
  • Ehan-stummañ
  • Tud e-maez a garg

3 mizvezh emaomp o vont da gas asambles. Tro ho po da gejañ gant ho keneiled staj da-geñver un emvod rak-distro-skol. Ar program hag ar stummerien a vo kinniget deoc’h.

Lec'hioù

Naoned - Sant-Ervlan

Kreizenn Yezhoù ha Sevenadur
12 bali an Angevinière
44800 Sant-Ervlan

Roazhon - Skol an Emsav

8, trolec'h Sant-Albin
35000 ROAZHON
(Metro Saintez-Anna a/b)

Prest oc'h da gregiñ e-barzh ?

Testenioù

Ninóg

Ninóg

Stajiadez e Roazhon e 2021-2022 - 9 miz

« A-hed ur stummadur 6 ha 3 miz em eus tapet trawalc'h a c'houiziegezh ha fiziañs ennon evit kompren, komz ha skrivañ e brezhoneg a-drugarez da zoareoù stummañ ken liesseurt hag efedus kinniget gant Skol An Emsav. E fin an 9 miz em eus gallet treiñ kanaouennoù din zoken. Goude ar stummadur-se on bet degemeret war-eeun e trede bloaz an aotreegezh vrezhonek e skol-veur Roazhon 2. Laouen on o vezañ prest da sevel kanaouennoù nevez e brezhoneg bremañ... Lec'hienn internet Ninóg Pajenn Facebook Ninóg »

Vassili

Vassili

Stajiad e Naoned (Sant-Ervlain) e 2021-2022 - 9 miz

« A-drugarez d'ur bedagogiezh efedus, desket hon eus brezhoneg ha gouest omp da greñvat hol live. N'am eus keuz ebet o vezañ heuliet ar stummadur : Kavet em eus ma labour divyezhek kentañ ha mont a ran war-raok gant ma raktresoù hiniennel e brezhoneg. »

Foar ar goulennoù

Ar c’hopridi a c’hell lakaat o gwir hiniennel d’en em stummañ da dalvezout ha goulenn d’ur c’hoñje-stummañ digant o implijer, evit mont war-raok gant o labour pe evit cheñch micher. Aozet e vo an teuliad a-gevret gant OPCO ho kennad-labour.

Pep hini a c’hell tennañ splet eus e gont stummañ personel ivez. Gouzout hiroc’h diwar-benn ar CPF : moncompteformation.gouv.fr/

 

An dud dilabour enrollet e Pol Implij a vez arc’hantaouet o stummadur dezhe (mizoù pedagogiezh hepken gant Kuzul Rannvro Breizh.
Ar re ne vezont ket digollet gant Pol Implij (ARE) a c’hell goulenn ur yalc’had-skoazell ouzhpenn d’o sikour da vevañ e-pad ar c’houlzad stummañ.

Evit gouzout hiroc’h: bretagne.bzh

 

  • Fellout a ra deoc’h dont da vezañ kelenner divyezhek pe tremen ar genskrivadeg,
  • Fellout a ra deoc’h heuliañ ar stummadur gant ar statud kelenner e-maez a garg pe gant un ehan-stummañ,

Ar mizoù pedagogiezh hag enskrivañ a chomo war ho chouk. Kinnig a ra Kuzul Rannvro Breizh skoazellañ ac’hanoc’h, avat. Trawalc’h e vo deoc’h goulenn ar yalc’had DESK.

Evit gouzout hiroc’h : bretagne.bzh

Danvez-kelennerien zo a c’hell bezañ sammet o mizoù pedagogiezh gant Kuzul Rannvro Breizh, avat, diouzh an degouezh. Deuit e darempred ganeomp evit gouzout hiroc’h.

Gallout a rit goulenn bezañ lakaet e-maez a garg evit heuliañ ar stummadur.
Ar mizoù pedagogiezh hag enskrivañ a chomo war ho chouk, avat.
Stajidi zo er rummad-se a c’hell bezañ sammet o mizoù pedagogiezh gant Kuzul Rannvro Breizh, avat, diouzh an degouezh. Deuit e darempred ganeomp evit gouzout hiroc’h.

Sellet ivez ouzh

Stummadurioù all

Le tour du breton en 180 jours
Deraouidi

Le tour du breton en 180 jours e Dinan, , Naoned ha Roazhon

Gouzout hiroc'h

Goulennoù zo ?

Kas ur gemennadenn

C'hoant 'peus gouzout hiroc'h war hon obererezhioù kelenn ha dudi ? Laouen e vo hor skipailh da respont deoc'h !