SAE er Mikro – abadenn stajidi Skol an Emsav
Blog ar stummadurioù

SAE er Mikro – abadenn stajidi Skol an Emsav

E-kreiz o stummadur barekaat “Mont pelloc’h ganti” o deus kemeret perzh stajidi Roazhon, Naoned ha Dinan en ur raktres sevel abadennoù radio e brezhoneg, a-gevred gant Radio Naoned.

Skignañ

Ijinañ, skrivañ ha buheziñ un abadenn radio e brezhoneg diwar-benn danvez lieseurt : setu pal an atalier radio aozet er stummadur 3 miz. Skoazellet eo bet ar stajidi gant ar buhezour radio Tangi Poisson a-hed un nebeud sizhunioù.
Atersadennoù, kronikennoù… ul labour interesus-kenañ o deus graet hor stajidi !

Stajidi Dinan o labourat war o c’honikenn radio gant Tangi Poisson.

An abadenn radio tan Dezhi a zegemer stajidi Skol an Emsav evit lakaat war-wel ar c’hronikennoù savet ganto e-kreiz a stummadur uhel.

Da selaou war-eeun bep Gwener etre 7e ha 730 noz war Radio Kerne ha Radio Naoned pe da adkavout war radionaoned.bzh !

Deiziadoù skignañ :

  • 05/07 : A-hed ar Renk (Dinan)
  • 12/07 : Hélène Jegado (Nanoned)
  • 19/07 : Al liv Du (Naoned)
  • 26/07 : Ar feulster graet d’ar vugale (Naoned)
  • 02/08 : War roudoù an Dour-gi (Roazhon)
  • 09/08 : Buhez ar bigi (Roazhon)
  • 16/08 : Ur veaj war-zu an hengoun (Roazhon)
  • 23/08 : Ar plantoù (Roazhon)
  • 30/08 : Kanañ (Roazhon)
  • 06/09 : Enklask war blasenn Santez-Anna (Roazhon)

Ur radio hollvrezhonek en Il-ha-Gwilen ?
Skoazellit ar raktres amañ !

Skrivet gant Skol an Emsav
Embannet d'ar/d'an
Sellet ivez ouzh

Blog ar stummadurioù

“Tamm ha tamm” – stajidi o teskiñ ar yezh

Tamm ha tamm : hor stajidi o vont war-raok gant ar yezh !

Lenn ar pennad

Kejadenn gant Erwan Hupel

D’ar Merc’her 29 a viz Meurzh 2023. Deuet oa bet Erwan Hupel da ginnig aotregezh skol-veur Roazhon 2 war ar brezhoneg da stajidi ar stummadur uhel.

Lenn ar pennad

Goulennoù zo ?

Kas ur gemennadenn

C'hoant 'peus gouzout hiroc'h war hon obererezhioù kelenn ha dudi ? Laouen e vo hor skipailh da respont deoc'h !