

Stummadur Skol an Emsav a zigor hentadoù nevez d’ar vrezhonegirien nevez !
Evel bep bloaz e teu Erwan Hupel, mest-kelenner e skol-veur Roazhon 2, da gejañ gant hor stajidi. Kinniget e vez gantañ an hentad Yezhoù Lennegezh ha Sevenadur Estren ha Rannvroel war ar brezhoneg (LLCER e galleg).
Aketus pe get, stajidi Skol an Emsav a c’hallo lakaat o anv adalek eil bloavezh an aotregezh goude e vo echu ar stummadur 6 pe 9 ganto, hag hervez o live studi.
E brezhoneg penn da benn e vez roet ar c’hentelioù, tro-dro ugen eurvezh ar sizhun ganto. Lennegezh, troedigezh, yezhadur, fonetik, sevenadur… meur a zanvezioù a lakao an dud da vont pelloc’h gant an traoù o peus desket e-pad ar stummadur.
Div stajiadez bet a zo e skol-veur ar bloaz-mañ evit tapout an aotregezh war ar brezhoneg. Stajidi ouzhpenn a vije mennet kemer perzh ivez adalek miz Gwengolo 2023.
Blog ar stummadurioù

SAE er Mikro : ar gouzeleg
E-kreiz o stummadur barekaat war ar brezhoneg “Mont pelloc’h ganti” o deus kemeret perzh stajidi Skol an Emsav en ur raktres radio kinniget gant Radio Naoned. Ar pal ? Ijinañ, skrivañ ha…

Kejadenn gant Annie Ebrel
D’ar Meurzh 21 a viz C’hwevrer 2023. Deuet eo bet Annie Ebrel da gejañ gant stajidi ar stummadur hir e Skol an Emsav.
Goulennoù zo ?
Kas ur gemennadennC'hoant 'peus gouzout hiroc'h war hon obererezhioù kelenn ha dudi ? Laouen e vo hor skipailh da respont deoc'h !