Forom ar micherioù hag ar stummadurioù
Labourat e brezhoneg

Forom ar micherioù hag ar stummadurioù

12vet abadenn Forom ar Micherioù hag ar Stummadurioù kenaozet gant Stumdi ha Skol an Emsav. D’ar Yaou 6 a viz Meurzh etre 11e00 ha 5e00 gm e Plañvour (Kreizenn Amzer Nevez). Digoust ha digor d’an holl.

Skignañ

12vet abadenn

Ar bloaz-mañ hag evit ar wezh kentañ e vo kinniget Forom ar Micherioù hag ar Stummadurioù e brezhoneg asambles gant Stumdi ha Skol an Emsav, kreizenn stummañ e Breizh-Uhel, tri lec’h stummañ ganti : Roazhon, Sant-Ervlan ha Dinan.

Nevezenti

An 12et abadenn a vo dalc’het e kreizenn sevenadurel Amzer Nevez e Plañvour (Mor-Bihan) evit lakat war-wel ar c’henlabour kreñv etre an div greizenn stummañ en ur ginnig ul lec’h kreizennet da vodañ stajidi Breizh a-bezh.

Diwar-benn ar Forom

Evel bep bloaz e vo kinniget doareoù da zeskiñ brezhoneg e Breizh, hag an tachennoù micherioù ha stummadurioù liammet gant ar brezhoneg.

Ar pal ? Diskouez da bep stajiad e c’heller implijout ar brezhoneg er vuhez micherel ha lak ar yezh da vont war-raok !

Standoù

🎓 KELENN / ENSEIGNEMENT
🔹Enseignements Catholique
🔹CLPS
🔹INSPE
🔹Diwan
🔹UBO
🔹Université Rennes 2
🌍 SEVENADUR / CULTURE
🔹Skeudenn Bro Roazhon
🔹Bretagne Culture Diversité
🔹Festival Interceltique de Lorient
🔹 C’hoariva
🔹SKED
🔹Mignoned ar Brezhoneg
🔹Ofis Publik ar Brezhoneg
📹 KLEWELET / AUDIOVISUEL
🔹Brezhoweb
🔹Radio Bro Gwened
🔹Radio Breizh
🔹Daoulagad Breizh  
📰 KAZETENNIÑ / JOURNALISME
🔹 Télégramme
🔹 Splann !
💻 NIVEREL / DIGITAL
🔹 Nat B.Good
🔹 An Drouizig
🎲 BUHEZIÑ / ANIMATION
🔹 UBAPAR
🔹Ti Menez Alre
📖 EMBANN / EDITION
🔹 Kuzul ar Brezhoneg
🔹 Embannadurioù Skol an Emsav

Hag ivez…

  • Abadenn c’hoarioù-taol digor a-hed an deiz
  • Abadennoù pilates e brezhoneg
  • Ur brezegenn gant ar gevredigezh An Drouizg
  • Ha zoken ur c’harr-boued war al lec’h !
Skrivet gant Skol an Emsav
Embannet d'ar/d'an
Sellet ivez ouzh

Labourat e brezhoneg

Stummer.ez – Kentelioù sizhuniek ENLINENN

Ur post-labour darn-amzer zo da bourveziñ ar c’hentañ ar gwellañ !

Lenn ar pennad

Stummer.ez war ar brezhoneg e Felger

Skol an Emsav a zo o klask ur stummer.ez e Felger.

Lenn ar pennad

Goulennoù zo ?

Kas ur gemennadenn

C'hoant 'peus gouzout hiroc'h war hon obererezhioù kelenn ha dudi ? Laouen e vo hor skipailh da respont deoc'h !