Bremañ n°453-454 : Gouel broadel ar brezhoneg 2026, treuzkas dre ar blijadur (Copie)
Kontañ eus 1 betek 10, divinout anvioù al loened gant ho pugale… Sed aze ar pazennoù kentañ evit treuzkas ar yezh : c'hoarzhin, kanañ pe selaou pozioù e brezhoneg ! Setu ar pezh a ziskouez deomp tezenn Katell Chantreau soutenet e 2022 e skol-veur Roazhon-2 : e-kreiz ar jeu emañ ar blijadur. Gwir eo ne chom nemet 107 000 brezhoneger d'ar muiañ hervez sifroù studiadenn ar Rannvro embannet e miz Genver 2025. Met mat eo derc’hel soñj eo ar vrezhonegerien nevez yaouankoc'h ha mennetoc'h. Krouet e vez traoù gant lod anezho evit mont war-raok : rouedadoù familhoù e brezhoneg, strolladoù lec'hel evit en em sikour an eil egile, darvoudoù en o yezh. Fetis eo ar raktres 1000 Familh, lañset e miz Gwengolo 2025. En niverenn doubl-mañ e vo graet anaouedegezh gant ar familh Vignaud e Roazhon, hag a gemer perzh er raktres-mañ savet gant Mazeaz ar Brun. Emañ an hañv o tont, gant An Taol-Lañs ha Gouel Broadel ar Brezhoneg (GBB), teir noz ha daou zeiz-pad. Kaozeet ha kanet e vo e brezhoneg du-hont. Warlene e oa an daouad rap Plouz&Foen hag ar strollad death metal Tanork o lakaat tan war al leurenn. Ar bloaz-mañ e vo ar ganerez Sarah Floc'h gant ar strollad Fleuves. Vad a raio ar C'haraoke Social Club evit kanañ forzh pegement asambles ! Setu unan eus raktresoù nevez GBB. Treuzkaset e vez ur yezh pa vez graet ganti, forzh peseurt mod e vefe. Sed aze ar pep pouezusañ : karout ar yezh, ober ganti ha bezañ skoazellet d'he zreuzkas ma ne vezit ket en ho pleud ganti c’hoazh.
In stock
Teuliad : Gouel broadel ar brezhoneg 2026, treuzkas dre ar blijadur
- Istor Gouel broadel ar brezhoneg
- Plouz&Foen
- Tanork a lak an tan war leurenn ar brezhoneg
- Kemer plijadur o kanañ hag o c’hoarzhin e brezhoneg
- Atersadenn Sarah Floc’h : “Hor pal a zo seniñ evit an dud en-dro deomp, an dañserien”
- Atersadenn Katell Chantreau : “Afer an disurentez yezh eo kudenn vrasañ an treuzkas”
- Atersadenn Mazeaz ar Brun : “Unan eus hor c’hefridioù gwirion eo roiñ fiziañs d’ar gerent”
- Ar familh Vignaud, unann eus 1000-Familh ar raktres
- Atersadenn Anna ar Beg : “Ra vo savet seurt raktresoù un tamm e pep lec’h e Breizh”
Breizh hag ar bed :
- Elina Vandenbroucke, maerez yaouank-flamm
- Dilennadeg-kêr e Brest, an taol kurun
- Tro grozh ma zadoù
- Nova Scotia, luskellerezh ar spi hag an hiraezh
- 1986, gwallrezuz kreizenn nukleel Tchornobyl
- Europa hag Afrika
- An Houmaed, meuriad ameridian Louiziana c’hallek
- Gouleier hiraezhus kêr Aleksandria
- Daniel Jekel, mouezh an dud hag ar vro
- Penaos e vez lâret “robot” e brezhoneg ?
- Kembreiz e Patagonia
Sevenadur, dudi, sportoù :
- Kronikennoù Lenn gant Tangi Legavre
- Karned beaj : Amañ emaomp atav !
- Rekipeoù : soubenn miso gant legumaj ha kig-moc’h, gwastelligoù bleud karoubez, silzig Morgannwg (silzig giz Kembre) ha welsh cakes (gwastilli Kembre)