Bremañ n°452 : Ar skrammoù hag ar re yaouank, al liammoù dañjerus (Copie)

6,50 €

Oc’h azviñ emañ ar rezin. Ne vez ket graet gwin e Breizh, bro ar sistr an hini eo. Penaos ‘ta ? Ankounac’haet e vez gwin al Liger-Atlantel ha ne vez ket dalc’het soñj e veze gounezet gwini tro-dro d’an abatioù e Redon, peotramant e Landevenneg er Grennamzer. E anvioù-lec’h ar vro ez eus chomet roudoù eus an istor-se ha marteze e vo roet anvioù nevez da straedoù Kemper. Abaoe 2006 e oa bet savet ar gevredigezh Les Amis de la Vigne hag un drederenn eus ar gwini er vro a vez gounezet gras da youl tud mennet. Muioc’h-mui a voutailhadoù gwin produet e Breizh, gwenn peurliesañ, a vez gwerzhet er gourmarc’hadoù rak abaoe 2016 eo bet aesaet lezenn Frañs. Gellout a reer plantañ gwini pep lec’h. War dommaat ez a an hin e Breizh met diaes eo raktresañ an amzer da zont. Muioc’h-mui a c’hlav a vo ivez ha ne blij ket ar glav d’ar gwini. N’eus skiant-prenet ebet ken daoust d’hon istor kozh. A-enep ar c’hleñvedoù e vez klasket diskoulmoù. Doujet e vez d’ an natur o produiñ ur gwin bio hogos kuit a louzoù kimiek. Klask a ra ul lodenn eus ar winiennerien labelaet bio tapout al label Demeter ivez daoust d’ar c’hredennoù speredel stag ouzh al label-mañ awenet gant prederouriezh Rudolf Steiner er bloavezhioù 1920 en Alamagn. Bihan eo marc’had ar gwin e Breizh, o kreskiñ emañ. Bet omp bet o c’houzout hiroc’h war an danvez-mañ a-raok mendemiñ gwin Breizh e miz Gwengolo.

In stock

Teuliad : 

  • Skrammoù ha krennarded : al liammoù diac’hinek
  • Michel Desmurget, stourm an neurologour
  • Berzañ ar skrammoù ouzh ar re yaouank ?
  • Grit ar pezh ne ran ket ! 
  • Pennad-kaoz gant Kévin Boiseau, rener Aoréven Breizh : “N’eo ket abalamour d’ar rouedadoù sokial ne ‘z a ket mat an traoù gant ar re yaouank”

 

Breizh a-vremañ : 

  • Breizh a-enep ar c’hlask aour

 

Sevenadur, dudi, sportoù : 

  • Ur statud nevez evit ar c’herneveureg
  • Enor ha dizenor ar vrezelourien
  • An enbroidi er Stadoù-Unanet, gwrizioù ar vroad
  • Kroniken Anton Châtelier : Na kar na karrigell
  • Poent eo diblouzañ ! 
  • Karned beaj : Ar Maroni n’eo ket un harz
  • Kronikennoù Lenn gant Tangi Legavre
  • Rekipeoù : kari gosse, meskl ha polenta ha gwastell Viktoria pok-ha-pok