Staj brezhoneg e Pariz – d’an 11 ha 12 a viz Ebrel 2026
Daou zevezh da zeskiñ brezhoneg e Pariz
LEUN-CHOUK eo ar staj ! Klozet eo an enskrivadurioù enta.
Daou zevezh evit en em soubañ er brezhoneg, pleustriñ hep bezañ aon, ha mont kuit gant diazezoù solut pe gant ur c’hrog nevez en ho hentad deskiñ.
Aozet eo gant Skol an Emsav, e kenlabour gant Ti ar Vretoned – Mission Bretonne, ar staj-mañ a zo digoret d’ar re a fell dezho deskiñ brezhoneg e Pariz, en un aergelc’h plijus, bev ha madelezhus.
Live rekis :
Digor eo ar staj d’an holl liveoù :
- An deraouidi (bloavezh kentañ ar c’hentelioù sizhuniek)
- Al liveoù avañset
Hervez niver an dud enskrivet hag o live, e vo strolladoù disheñvel savet evit ma c’hello pep hini mont war-raok diouzh e live hag e ritmoù dezhañ.
Palioù
Diwar-benn ar staj e c’hellot bezañ gouest da :
- Gompren ar brezhoneg komzet en traoù diazez
- En em zisplegañ en traoù simpl ha konkretoù eus ar vuhez pemdez
- Pinvidikaat ho keriaoueg
- Kaout muioc’h a aesder hag a fiziañs pa gomzit
- Kregiñ da gomz hep bezañ aon da faziañ
Evit al liveoù etre hag uheloc’h, ar pal a vo ivez lakaat ar gomz da vont en-dro muioc’h-mui, bezañ aesoc’h en eskemmoù ha bezañ gouest da zerc’hel ur gaozeadenn.
Endalc’h ha pedagogiezh
E Skol an Emsav e vez desket ar brezhoneg dre e implijout.
Ur pedagogiezh bev hag en-dro d’an ober
Diazezet eo ar c’hentelioù war un hentenn dre gomz ha war gresk, en o zouez an hentenn TPR (Total Physical Response) :
- Kompren da gentañ, komz goude
- Selaou, ober, adlâret, eskemm
- Deskiñ hep tremen dre ar galleg bemdez
- Labourat diwar ar vuhez pemdez ha war traoù gwirion
Ar pal eo bezañ gouest da gompren ha da gomz buan, en un endro sur ha stimmet.
Evit al liveoù etre hag uheloc’h
Implijet e vo ivez an hentenn “simulation globale” :
- C’hoarioù roll
- Senarioù a-stroll
- Tabutoù, skridoù, komzoù foran
- Labour war un tem hollek evit ar penn-sizhun
Un doare plijus ha efedus da lakaat ar brezhoneg da vevañ en ho muzelloù ha war ho teod.
Framm : 2 zevezh
📍 Lec’h : Ti ar Vretoned / Mission Bretonne – Pariz
📅 Deiziadoù : Sadorn 11 ha Sul 12 a viz Ebrel 2026
🕘 Eurioù :
- 9e30 – 12e30
- 14e00 – 17e00
6 eurvezh kentelioù a vo bemdez, da lavaret eo 12 eurvezh brezhoneg e-pad a dibenn-sizhun.
Un amzer plijadur ha kejañ a vo kinniget ivez d’ar Sadorn noz e Ti ar Vretoned.
N’eus bod ebet er staj
Evezhierezh ha kelenn
Ar staj a vo kaset gant stummerien ha stummerezed Skol an Emsav, arbennikaerien war gelenn ar brezhoneg d’an dud deuet.
An degemer hag an aozadur war al lec’h a vo graet e kenlabour gant Ti ar Vretoned – Mission Bretonne.
Accessibilité aux personnes handicapées
Le bâtiment et les formations sont accessibles aux personnes à mobilité réduite ou en situation de handicap
Pour évaluer la compatibilité de votre situation avec celle de l’accueil dans le bâtiment, veuillez téléphoner à :
Ti ar vretoned
22 rue Delambre 75014 Paris
01 43 35 26 41
Prantadoù da zont
11/04/2026 > 12/04/2026
Prizioù
Lec'h
Paris
Stajoù all
Goulennoù zo ?
Kas ur gemennadennC'hoant 'peus gouzout hiroc'h war hon obererezhioù kelenn ha dudi ? Laouen e vo hor skipailh da respont deoc'h !