“Maouezed ar roc’h” – Anaïs Mahé-Le Ruyet
Bep Lun kentañ ar miz en em vod tud a bep seurt, brezhonegerien a-vihanik pe get, tud troet kentoc'h gant ar yezh pobl ha re all kentoc'h gant ar yezh arnevez, evit eskemm diwar-benn ul levr zo bet dibabet ganto miz a-raok hag a zo bet lennet ganto e-kerzh ar mizvezh.

Teir maouez eus Bro-Gwened, ar verc’h, he mamm hag he mamm-gozh, en em gav war un enezenn e Bro-Leon evit goullonderiñ ti ar familh. Asambles gant hemañ e ya o bed kozh dezho da netra.
Mouezhioù an teir maouez zo mesk-ha-mesk en danevell-mañ. Tamm-ha-tamm e komprener e kuzh an enezenn ur bern eñvorennoù liammet ouzh ar bugaleaj, ouzh ar brezel, ouzh karantezioù c’hwek ha c’hwerv, ouzh darvoudoù poanius. Unan hag unan e teu war-c’horre an tammoù-se eus an amzer dremenet betek mont d’ober ur miltamm luziet, bep a lodenn en o c’herz.
Ur cheñchamant bras a c’hoarvez e buhez an teir maouez goude ar pevar devezh tremenet asambles war an enezenn. Cheñchet int da viken, prest da gregiñ gant ur vuhez nevez.
Maouezed ar roc’h
Anaïs Mahé-Le Ruyet
Danvez : Romant
Embannet gant Al Liamm
Niver a bajennoù : 160
Anaïs Mahé-Le Ruyet a vo gwelet evit kaozeal diwar-benn he levr.
Goulennoù zo ?
Kas ur gemennadennC'hoant 'peus gouzout hiroc'h war hon obererezhioù kelenn ha dudi ? Laouen e vo hor skipailh da respont deoc'h !