“Maouezed ar roc’h” – Anaïs Mahé-Le Ruyet
Lenn a-stroll

“Maouezed ar roc’h” – Anaïs Mahé-Le Ruyet

Bep Lun kentañ ar miz en em vod tud a bep seurt, brezhonegerien a-vihanik pe get, tud troet kentoc'h gant ar yezh pobl ha re all kentoc'h gant ar yezh arnevez, evit eskemm diwar-benn ul levr zo bet dibabet ganto miz a-raok hag a zo bet lennet ganto e-kerzh ar mizvezh.

“Maouezed ar roc’h” – Anaïs Mahé-Le Ruyet

Deiziadoù hag eurioù

D’al Lun 2 a viz Du 2026 da 8e00 gm

Lec'h

Skol an Emsav
8, trolec'h Sant-Albin
35000 ROAZHON

Prizioù

15 € (emezeladur Skol an Emsav)

Teir maouez eus Bro-Gwened, ar verc’h, he mamm hag he mamm-gozh, en em gav war un enezenn e Bro-Leon evit goullonderiñ ti ar familh. Asambles gant hemañ e ya o bed kozh dezho da netra.

Mouezhioù an teir maouez zo mesk-ha-mesk en danevell-mañ. Tamm-ha-tamm e komprener e kuzh an enezenn ur bern eñvorennoù liammet ouzh ar bugaleaj, ouzh ar brezel, ouzh karantezioù c’hwek ha c’hwerv, ouzh darvoudoù poanius. Unan hag unan e teu  war-c’horre an tammoù-se eus an amzer dremenet betek mont d’ober ur miltamm luziet, bep a lodenn en o c’herz.

Ur cheñchamant bras a c’hoarvez e buhez an teir maouez goude ar pevar devezh tremenet asambles war an enezenn. Cheñchet int da viken, prest da gregiñ gant ur vuhez nevez.

Maouezed ar roc’h
Anaïs Mahé-Le Ruyet
Danvez : Romant
Embannet gant Al Liamm
Niver a bajennoù : 160

Anaïs Mahé-Le Ruyet a vo gwelet evit kaozeal diwar-benn he levr.

Goulennoù zo ?

Kas ur gemennadenn

C'hoant 'peus gouzout hiroc'h war hon obererezhioù kelenn ha dudi ? Laouen e vo hor skipailh da respont deoc'h !