Abadenn dañs indian
Dañs

Abadenn dañs indian

Abadenn dañs indian gant Yvon Bourlès. Ur prantad dibar aozet da geñver Mizvezh ar brezhoneg hag ar gallaoueg, gant Skeudenn Bro Roazhon.

Abadenn dañs indian

Deiziadoù hag eurioù

26 a viz Meurzh 2026 da 6e30 gm

Lec'h

Skol an Emsav
8, trolec'h Sant-Albin
35000 Roazhon

Prizioù

Digoust ha digor d'an holl

Dizoloit arz milvloaziek ar bharata-natyam, un dañs klasel eus su India, e-kerzh ur staj digoust ha digor d’an holl !


Tamm-ha-tamm e lakaoc’h ho treid da stlakal, ho tivesker, ho tiverc’h, ho taoulagad da fiñval. Kontañ a reoc’h istorioù gant ho taouarn hag e splujoc’h en ur bed ma tañs an doueed…


Deuit ganeomp evit ur veaj sevenadurel leun a fromoù hag a lusk !


N’eus live sanskrit rekis ebet : brezhoneg a gomzo an doueed !

Buhezet gant

Yvon Bourlès – kevredigezh Mira-Baï

Emgav da 6e30

Evit gouzout hiroc’h diwar-benn ar gevredigezh Mira-baï, klikit amañ !

Goulennoù zo ?

Kas ur gemennadenn

C'hoant 'peus gouzout hiroc'h war hon obererezhioù kelenn ha dudi ? Laouen e vo hor skipailh da respont deoc'h !