Abadenn familh
Abadenn familh #8
Deuit da gomz brezhoneg gant ho pugale (0-6 vloaz) !
Un tañva eus sevenadur ha pinvidigezh ar brezhoneg a vo roet deoc’h dre prantadoù dañsal, kanañ ha lenn.
Ar vugale a c’hello kemer perzh diouzh o energiezh hag o c’hoant !
Dafar pedagogel a vo roet ha displeget e vo penaos adimplijout, er gêr hag er vuhez pemdeziek ar pezh a vo dizoloet e-pad an atalerioù. Un digarez ouzhpenn da gomz brezhoneg er familh !
TAOLIT EVEZH : Adalek miz Meurzh e vo an abadennoù familh da 4e goude-merenn en oaled Skol an Emsav.
Goulennoù zo ?
Kas ur gemennadennC'hoant 'peus gouzout hiroc'h war hon obererezhioù kelenn ha dudi ? Laouen e vo hor skipailh da respont deoc'h !