Abadenn Yoga #02
Yoga

Abadenn Yoga #02

NEVEZ ! Abadenn yoga e brezhoneg gant Bleunienn Jegou-Louarn (Bleunienn Yoga).

Abadenn Yoga #02

Deiziadoù hag eurioù

D’al Lun 29 a viz Genver 2024 da 6e00 gm

Lec'h

Skol An Emsav
8, trolec'h Sant-Albin
35000 ROAZHON

Prizioù

15 € an abadenn

Laouen eo Bleunienn da zistreñ en he c’hêr mamm ha kinnig deoc’h e brezhoneg kentelioù ur wech ar miz !

Ur c’hemmesk digor d’an holl dud eo, sportour.ez pe get, pep hini a gavo e gont !

Ho plaid hag ho koubenner a zo da zegas ganeoc’h. Tapisoù Yoga a vo war al-lec’h.

10 d’ar muiañ.
Enskrivadur dre ret.

“Va fal a zo degas deoc’h pezh a ouezan evit ma c’hellfec’h adober da heul er gêr ha deoc’h da zont da vezañ emren tamm-ha-tamm, cheñch a ra da vat ar vuhez !!! “

Piv eo Bleunienn Jegou-Louarn ?

Stummet e oa bet Bleunienn Jegou-Louarn e Bro India. Ar wech kentañ oa er bloavezh 2019 war danvez Hatha Yoga & Pranayama hengounel gant Indianed, en un ashram strikt,  200 eurvezh kelennadurezh evit tizhout Diplom Etrvroadel skol Arhanta Khajuraho. 

 Da heul ar stummadur-mañ he deus prenet he 2 volenn tibetan gentañ en Himalaya.

Ar bloavezh warlec’h ez eo hi distro da beurzeskiñ muioc’h c’hoazh war an danvez-mañ, rak dedennet bras e oa gant ar ouiziegezh korfel, speredel, ha kevrinel (mistik) ouzhpenn. 

Lavaret e veze dezhi e oa deuet hi ampart mat evit reiñ kentelioù ha displegañ sklaer an danvez-mañ, adkavet he deus en un doare naturel an doareoù pedagogel a-ratre evit seurt kelennadurezh, rak skolaerez herlec’hierez e oa bet d’ur mare zo e rouedad Diwan.  

Setu, Tremenet he 300 eurvezh staj e Su Goa war danvez arbennik ar yin yogaAyurveda hag ar 5 danvez ret.

Bolenn ebet ar wech-mañ rak ur wech echu ar stummadur ez eo bet adkaset prim d’ar gêr gant ar c’harr-nij kentañ pa oa krog ar c’hovid d’en em ledañ da vat eno.

500 eurvezh ganti, prenet he deus ur volenn brasoc’h a-drugarez d’ur mignon indian e-pad al lockdown…Ha da heul gourc’hemennet reoù all…tamm ha tamm.

Distro eo hi adarre da vro India e Nevez-Amzer 2022 da brenañ bolennou pa oa bet digoret endro an harzoù, da heul ur stummadur nevez war an implij bolennoù zon terapeutek. Plac’h arbennik ar zon eo deuet hi da vezañ ivez. 

Studiet he deus drezi hec’h unan an doare da “louzaouiñ” dre ar zon en ur vont da glask leun a ditouroù a-bep seurt.

Ouzhpenn 30 bolenn disheñvel hag a bep ment a zo ganti hiziv an deiz, ur gong hag ur volenn kristal, “kleierigoù”, happyd rums, diapazon hag all. 

Ober a ra alies “flouradennoù zon” e dibenn pep kentel yoga, met ivez e-pad 1e/1e30 hec’h unan pe gant ur c’homper  un didgeridoo gantañ.

Reiñ a ra kentelioù yoga dre « stal » e Penn-ar-Bed. Graet he doa un nebeud stalioù e brezhoneg e kêr Roazhon e 2019 /2020.

https://www.facebook.com/bleuniennyoga/
https://www.instagram.com/bleuniennyoga

Goulennoù zo ?

Kas ur gemennadenn

C'hoant 'peus gouzout hiroc'h war hon obererezhioù kelenn ha dudi ? Laouen e vo hor skipailh da respont deoc'h !