Amiraled Kab Horn
Lenn a-stroll

Amiraled Kab Horn

Bep Lun kentañ ar miz en em vod tud a bep seurt, brezhonegerien a-vihanik pe get, tud troet kentoc'h gant ar yezh pobl ha re all kentoc'h gant ar yezh arnevez, evit eskemm diwar-benn ul levr zo bet dibabet ganto miz a-raok hag a zo bet lennet ganto e-kerzh ar mizvezh.

Amiraled Kab Horn

Deiziadoù hag eurioù

D’al Lun 4 a viz Meurzh 2024 da 8e00 gm

Lec'h

Skol an Emsav
8 trolec'h Sant-Albin
35000 Roazhon

Prizioù

15 € (emezelañ da Skol an Emsav)

E miz Genver 1905 en em gavas Loeiz e ti Darig, ur minor c’hoazh, a oa o chom e-tal kichen Landreger gant e dud en un ti-feurm. Deuet e oa da c’houlenn gant Darig ha kontant e vije da vont gantañ da Naoned, “Da vont hon-daou asambles gant ur c’habhorner d’an Amerik,” emezañ. Pemp miz goude e lestras Darig evel novis ha Loeiz evel martolod e-bourzh an teirgwern Leon XIII e Naoned.
Al lestr az ae da Abertawe e Kembre da gerc’hat ur c’hargad glaou da gas da San Francisco.
E-pad an daou vloavezh en deus tremenet o kas marc’hadourezh eus un eil porzh d’egile en deus gouzañvet Darig buhez kalet an dud a vor, met war an dro en deus dizoloet ivez ar garantez ha broioù disheñvel a-grenn eus e hini.
Ma’z eo bet savet tudenn Darig diwar faltazi ar skrivagner, ar braz eus merdeadennoù al Leon XIII zo bet anezho e gwirionez.

Amiraled Kab Horn – Herve ar Beg
Danvez : Romans
Niver a bajennoù : 148

Goulennoù zo ?

Kas ur gemennadenn

C'hoant 'peus gouzout hiroc'h war hon obererezhioù kelenn ha dudi ? Laouen e vo hor skipailh da respont deoc'h !