An amzer grenn – Joel Donarzh
Un emgav bep Lun kentañ ar miz evit komz asambles diwar-benn ul levr dibabet ar miz a-raok.
Diwar-benn al levr :
Peder lodenn a ya d’ober al levr-mañ, peder mammenn disheñvel. An amzer grenn. Krenn evel ur skoulm diaes da zieren, krenn evel krennard hag an hiraezh d’ar yaouankiz. Skoulmoù ha rannoù. Evel er vuhez. Hag amañ emeur e kalon pennadoù-amzer bev ha fetis. Darvoudoù, oberiantizoù, lennadennoù,
Filmoù, baleadennoù… dindan saour ha bec’h an amzer. Ha pe liv ’vo gant an amzer da zont ? Peadra zo da chom en entremar…
Istorioù berr a gaso al lennerien war hent an ijin, ar faltazi rak Joel Donarzh a oar silañ broud ha preder evit reiñ blaz d’e oberenn.
Skrivet gant Joel Donarzh.
Abadenn buhezet gant Olier ar Mogn.
Goulennoù zo ?
Kas ur gemennadennC'hoant 'peus gouzout hiroc'h war hon obererezhioù kelenn ha dudi ? Laouen e vo hor skipailh da respont deoc'h !