Ar Samaritan Madelezhus
Bep Lun kentañ ar miz en em vod tud a bep seurt, brezhonegerien a-vihanik pe get, tud troet kentoc'h gant ar yezh pobl ha re all kentoc'h gant ar yezh arnevez, evit eskemm diwar-benn ul levr zo bet dibabet ganto miz a-raok hag a zo bet lennet ganto e-kerzh ar mizvezh.
Un telennour war droad zo bet taget gant laeron nepell diouzh kêr Sec’hem. Un den madelezhus ha brokus war hent an distro d’ar gêr a gav anezhañ hep anaoudegezh. Sammañ a ra Elifaz ar paotr paour war gein e azen hag e kas anezhañ da ostaleri e wreg Sefora evit ma vo graet e war-dro.
Penaos e c’hell un telennour baleer-bro lakaat kemend-all a reuz, a drouz, a gasoni hag a garantez zoken, en un tiegezh a rene ur vuhez sioul hag eeun betek neuze?
Pezh-c’hoari fentus e pevar arvest.
Ar samaritan madelezhus – Jarl priel
Danvez : C’hoariva
Niver a bajennoù : 116
Goulennoù zo ?
Kas ur gemennadennC'hoant 'peus gouzout hiroc'h war hon obererezhioù kelenn ha dudi ? Laouen e vo hor skipailh da respont deoc'h !