Arall
Bep Lun kentañ ar miz en em vod tud a bep seurt, brezhonegerien a-vihanik pe get, tud troet kentoc'h gant ar yezh pobl ha re all kentoc'h gant ar yezh arnevez, evit eskemm diwar-benn ul levr zo bet dibabet ganto miz a-raok hag a zo bet lennet ganto e-kerzh ar mizvezh.
« Seul bouezusoc’h eo levezon ar varzhoniezh ha ma vez ar yezh en arvar dindan wask ar mac’homañ. Ken garv hag ar stourm, ken gwiv hag ar goanag, ken c’hwek hag an trec’h, e c’hell bezañ ar varzhoniezh evit kas ar yezh war-raok gant hent an adsav. Barzhoneg ar bara pemdeziek diwar zorn Gabriel Celaya a zo pergen e dalbenn “La poesía es un arma cargada de futuro”, da lavaret eo, “Ur bistolenn a zo eus ar varzhoniezh, karget anezhi gant nerzh an dazont”. E-skeud-se e vez tu bepred d’an holl ac’hanomp, da bep hini ac’hanomp, d’an hiniennoù a zo ac’hanomp, tapout krog e penn-bazh ar varzhoniezh ha mont da gantreal a-hed gwenojennoù kamm-digamm ar yezh, asambles gant arc’houered ar vro, evel klaskerien ’giz-se, evel klaskerienvara, evel klaskerien-dazont. »
Arall – Iwan Couée
Danvez : Barzhoniezh
Niver a bajennoù : 110
Goulennoù zo ?
Kas ur gemennadennC'hoant 'peus gouzout hiroc'h war hon obererezhioù kelenn ha dudi ? Laouen e vo hor skipailh da respont deoc'h !