Ar peñsead
Lenn a-stroll

Ar peñsead

Bep Lun kentañ ar miz en em vod tud a bep seurt, brezhonegerien a-vihanik pe get, tud troet kentoc'h gant ar yezh pobl ha re all kentoc'h gant ar yezh arnevez, evit eskemm diwar-benn ul levr zo bet dibabet ganto miz a-raok hag a zo bet lennet ganto e-kerzh ar mizvezh.

Ar peñsead

Deiziadoù hag eurioù

D’al Lun 6 a viz Mae 2024 da 8e00 gm

Lec'h

Skol an Emsav
8 trolec'h Sant-Albin
35000 Roazhon

Prizioù

15 € (emezelañ da Skol an Emsav)

Er bloavezh 1937 emañ ar brezel etre Republikaned ha Frankisted en e washañ e Bro-Spagn.
Antonio Jimenez, republikan euskarat, a rank tec’hout kuit gant ar chaluter Huerta. Tapet en ur gorventenn e ra peñse ar chaluter e-kichen Keriti-Penmarc’h.
Repu ha labour a gav Antonio er Vro-Vigoudenn a-drugarez d’e vignon Per Palud. Ne c’hell ket distreiñ d’e vro avat rak aloubet eo Europa gant armeoù an Trede Reich.
« Da betra chom bev ma n’out ket e-barzh da frankiz ? » Setu aze tre dodenn pennañ ar romant : stourm groñs a ranker ober ouzh ar faskouriezh hag ouzh kement nerzh hud a lak frankiz an dud hag an demokratelezh en arvar.

Ar peñsead – Yann Blijer
Danvez : Romans
Niver a bajennoù : 250

Goulennoù zo ?

Kas ur gemennadenn

C'hoant 'peus gouzout hiroc'h war hon obererezhioù kelenn ha dudi ? Laouen e vo hor skipailh da respont deoc'h !