Bedoù nevez – Paskal an Intañv
Lenn a-stroll

Bedoù nevez – Paskal an Intañv

Un emgav bep Lun kentañ ar miz evit komz asambles diwar-benn ul levr dibabet ar miz a-raok.

Bedoù nevez – Paskal an Intañv

Deiziadoù hag eurioù

D’al Lun 6 a viz Here 2025 da 8e00 gm

Lec'h

Skol an Emsav
8, trolec'h Sant-Albin
35000 Roazhon

Diwar-benn al levr

Kement hini a glask ren ha kas e vuhez hervez e c’hoant, e youl, e nerzh.  Lod ac’hanomp a chom bac’het, tizhet gant ar c’hleñved, ar gozhni, ar velkoni. Lod a vev e-kreiz ar brezel, ar freuz, ar reuz, ha n’int ket mestr war o flanedenn. Lod all a stourm, a sav o fenn hag a gas o buhez war hentoù sklaer ha kompez, daoust d’an natur o c‘houzañv. Kred pe aon rak an amzer da zont, rak ar bed o cheñch, o kemm frank pe en un doare soutiloc‘h. Petra a reomp-ni war an tamm douar patatez-mañ ? Daoust ha merket pizh eo tonkad Mab-den ? Sed aze un toullad goulennoù diazez kinniget gant Paskal an Intañv en e zastumad danevelloù, kement hini liammet gant ur mikro-danevell.

Gant Paskal an Intañv
Embannet gant Al Liamm
174 pajenn

Goulennoù zo ?

Kas ur gemennadenn

C'hoant 'peus gouzout hiroc'h war hon obererezhioù kelenn ha dudi ? Laouen e vo hor skipailh da respont deoc'h !