Lenn a-stroll
D’an emgann, Morvan ! – Herve ar Gall
Un emgav bep Lun kentañ ar miz evit komz asambles diwar-benn ul levr dibabet ar miz a-raok.
Diwar-benn al levr
E miz Eost eizh kant triwec’h
Stankennoù Ele hag Aer
An holl emgannoù a voe taer
’Tre Morvan hag an impalaer
Lein Minez Morvan ha Fandol
Ho tanioù-tan ’luc’ho atav
Karnioù du ho marc’h bras-eston
’Sankas eno e roudoù don
Distreiñ a ray Morvan en-dro
Da zifenn e bobl hag e vro
Distreiñ a ray hor penngadour
Da vreviñ korf an enebour
Skrivet gant Herve ar Gall
Embannet gant An Alarc’h Embannadurioù
144 pajenn
Goulennoù zo ?
Kas ur gemennadennC'hoant 'peus gouzout hiroc'h war hon obererezhioù kelenn ha dudi ? Laouen e vo hor skipailh da respont deoc'h !