Deskiñ brezhoneg d’an oad gour : posubl eo ! Penaos efedusaat an deskiñ ?
Prezegenn gant Christelle Chevallier-Gaté, psikologourez ha doktorez war skiantoù an deskadurezh. Abadenn e brezhoneg.
Deskiñ da bep oad, posupl eo : hag ur bromesa bruderezh e vije ? Disoc’h studiadennoù skiantel an hini eo kentoc’h. Deskiñ brezhoneg d’an oad gour : daoust ha ken aes e vije hag er bugaleaj ? Ober a reoc’h anaoudegezh gant strategiezhioù prouet gant ar skiantourien hag a harpo ac’hanoc’h da efedusaat an deskiñ brezhoneg.
Psikologourez, stummerez ha doktorez war skiantoù an deskadurezh eo Christelle Chevallier-Gaté. Arbennik eo war diorroadur psikologel an den a-hed ar vuhez, an deskiñ hag ar bedagogiezh. Eus Bro-Añjev eo ha krog e oa da zeskiñ brezhoneg e 2017. Hiziv an deiz e labour e brezhoneg.
Taolit evezh : da 10e vintin e brezhoneg ha da 2e goude-merenn e galleg
Lec’hienn internet Christelle Chevallier-Gaté : Heol al loar
Goulennoù zo ?
Kas ur gemennadennC'hoant 'peus gouzout hiroc'h war hon obererezhioù kelenn ha dudi ? Laouen e vo hor skipailh da respont deoc'h !