Devezh ar brini
Film e brezhoneg. Savenet gant Jean-Christophe Dessaint (2012). 1e36mn. A-gevret gant Dizale ha Sinema an Arvor.

E deun ar c’hoadoù, e-lec’h ma vev loened gouez ha speredoù o fennoù loened, emañ ar Mab Kourjez, ur paotrig saovaj, o vevañ. Desavet eo gant e dad, ur pezh mell gwaz e varv ramz, chaseour meur ha debrer kig a bep seurt. Ur vevenn zo d’ar bed, zo bet lâret a-viskoazh gant an Tad d’e Vab, ha penn ar c’hoadoù eo ar vevenn-se. Padal, un deiz bennak, evit klask sikour d’e dad bet gloazet, ec’h a ar paotrig en tu all d’ar vevenn. Er gêriadenn dostañ e ra anaoudegezh gant Madenn, merc’h ar medisin a ra war-dro soagnal an Tad.
Goulennoù zo ?
Kas ur gemennadennC'hoant 'peus gouzout hiroc'h war hon obererezhioù kelenn ha dudi ? Laouen e vo hor skipailh da respont deoc'h !