Dindan pavezioù Gwengamp – Herve Seubil gKernaudour
Lenn a-stroll

Dindan pavezioù Gwengamp – Herve Seubil gKernaudour

Un emgav bep Lun kentañ ar miz evit komz asambles diwar-benn ul levr dibabet ar miz a-raok.

Dindan pavezioù Gwengamp – Herve Seubil gKernaudour

Deiziadoù hag eurioù

D’al Lun 5 a viz Mae 2025 da 8e00 gm

Lec'h

Skol an Emsav
8, trolec'h Sant-Albin
35000 Roazhon

Diwar-benn al levr

Embannet e oa bet Dindan pavezioù Gwengamp gant An Alarc’h Embannadurioù e 2024.

Hast en deus Edern, skolajiad, da vezañ e vakañsoù-hañv ! P’emañ o chom e Gwengamp e c’hello mont d’ar stêr da besketa, pe d’an aod da gouronkañ gant e vignon Gurvan hag e gendirvi. Labour zo koulskoude: ret eo dezho diac’hubiñ kav ti Edern. Un dizoloadenn iskis a reont, avat: un nor goad houarnet e foñs ar c’hav, gant un enskrivadur e brezhoneg a-us dezhi… E-keit-se e c’hoarvez un toullad laeroñsioù kevrinus e stalioù Gwengamp, ha n’a ket an enklask war-raok : den ne oar penaos o deus graet al laeron, na dre belec’h int tremenet. Ha dont a ray a-benn an daou grennard, asambles gant Koupaia hag Aodren, da ziskoulmañ an afer ? Tad Edern, hag a zo gouiziek, a c’hellje reiñ sikour, met pell ’zo n’en deus ket roet keloù. Ar c’hi Gradlon bepred, daoust ma n’eo na moan na gwall vibin, a zo mennet da reiñ skoazell ! Kaset e vo an dud yaouank dre hentoù danzouar Gwengamp, lec’h ma teskint kalzik war istor ar vro, gant plijadur hag un tamm aon war un dro…

Gant Herve Seubil gKernaudour
Embannet gant An Alarc’h
158 pajenn

Goulennoù zo ?

Kas ur gemennadenn

C'hoant 'peus gouzout hiroc'h war hon obererezhioù kelenn ha dudi ? Laouen e vo hor skipailh da respont deoc'h !