Distro-skol 2023 : Dorioù digor
Setu deuet mare an distro-skol ! Skipailh Skol an Emsav a zegemero ac'hanoc'h d'an DORIOU DIGOR d'ar Sadorn 9 a viz Gwengolo etre 10e mintin ha 1e goude merenn e Roazhon.
Deuit e darempred ganeomp e kreizenn stummañ Skol an Emsav e kreiz-kêr Roazhon !
Program an devezh : tro al lec’h, enskrivadurioù d’ar c’hentelioù sizhuniek, kinnig program an dudioù evit ar bloavezh…
Kentelioù tañva a vo kinniget deoc’h gant hor stummerien evit netra adalek 11e vintin !
Ken e voc’h gwelet eta !
Goulennoù zo ?
Kas ur gemennadennC'hoant 'peus gouzout hiroc'h war hon obererezhioù kelenn ha dudi ? Laouen e vo hor skipailh da respont deoc'h !