Lenn a-stroll
Dulenniz e oant – James Joyce
Bep Lun kentañ ar miz en em vod tud a bep seurt, brezhonegerien a-vihanik pe get, tud troet kentoc'h gant ar yezh pobl ha re all kentoc'h gant ar yezh arnevez, evit eskemm diwar-benn ul levr zo bet dibabet ganto miz a-raok hag a zo bet lennet ganto e-kerzh ar mizvezh.
Dastumad danevelloù skrivet gant James Joyce hag embannet e 1914. Ar pennoberenn-mañ a lak war wel kêr orin ar skrivagner a-roak e harlu a-youl.
Herve Ar Beg, an troer, a zeuio da zisplegañ e labour ha da flapiñ gant al lennerien.
Lakaet e brezhoneg gant Herve Ar Beg
Embannet gant An Alarc’h (2022)
Rummad : Danevelloù
Niver a bajennoù : 288
Goulennoù zo ?
Kas ur gemennadennC'hoant 'peus gouzout hiroc'h war hon obererezhioù kelenn ha dudi ? Laouen e vo hor skipailh da respont deoc'h !