E koun Youenn Drezen
Lenn a-stroll

E koun Youenn Drezen

Bep Lun kentañ ar miz en em vod tud a bep seurt, brezhonegerien a-vihanik pe get, tud troet kentoc'h gant ar yezh pobl ha re all kentoc'h gant ar yezh arnevez, evit eskemm diwar-benn ul levr zo bet dibabet ganto miz a-raok hag a zo bet lennet ganto e-kerzh ar mizvezh.

E koun Youenn Drezen

Deiziadoù hag eurioù

D’al Lun 3 a viz Ebrel 2023 da 8e00 gm

Lec'h

Skol an Emsav
8, trolec'h Sant-Albin
35000 ROAZHON

Prizioù

15 € (emezeladur Skol an Emsav)

club de lecture breton lenn a-stroll skol an emsav activités

D’ar mare ma ne oa ket internet na kennebeut ar pellgomz eo dre lizher ha dre ar paper e eskemme an dud. Youenn Drezen a oa kelaouenner ha war an dro merour Gwalarn, Kornog, Skrid ha Skeudenn. Gouzout a rae ober e vicher : derc’hel, troc’hañ, renkañ. Ur chañs eo evidomp : etre 1917 ha 1972 eo kantadoù a lizheroù en deus bet resevet digant izili an Emsav sevenadurel.
An teñzor-se en deus sachet evezh izili Bodad-lenn Ti ar vro Kemper ha pelloc’h, ha furchal e-barzh da gaout mel da roiñ boued d’ar vrezhonegerien kar o yezh. Loeiza an Duigou, Padrig an Habask, Bernez Rouz, Éamon Ó Ciosáin, Tudual Huon, Jorj Abherve-Gwegen, Yann Guillamot, Jil Penneg, Fulup Lannuzel a ginnig deoc’h ur sell nevez war brantadoù buhez Youenn Drezen liammet kaer gant emdroadur ar vuhez sevenadurel vrezhonek e kalon ar c’hantved tremenet.

E koun Youenn Drezen
Danvez : Istor, yezh
Niver a bejnnoù : 402

Goulennoù zo ?

Kas ur gemennadenn

C'hoant 'peus gouzout hiroc'h war hon obererezhioù kelenn ha dudi ? Laouen e vo hor skipailh da respont deoc'h !