Filmoù-berr “Merc’hed” : Alwena / Div / Ki ma mamm
Un heuliad 3 film-berr faltazi e brezhoneg gouestlet d'ar maouezed, produet gant Kalanna. A-gevred gant Sinema Arvor, Daoulagad Breizh ha Zoom Bretagne. Kejadenn gant Emmanuel Roy, sevener "Div".
Evel bep bloaz, Daoulagad Breizh ha Zoom Bretagne a ginnig deoc’h un droiad, er salioù sinema. Un heuliad 3 film-berr faltazi gouestlet d’ar maouezed, produet gant Kalanna, a ginnigomp deoc’h evit 2024. Peder maouez, a rummadoù disheñvel, evit tri film disheñvel-tre.
Filmoù-berr e brezhoneg istitlet e galleg.
Kejadenn gant Emmanuel Roy, sevener “Div”.
ALWENA
20 mn / 2023
Seveniñ : Guilvic Le Cam
Gant : Justine Morvan, Krismenn, Maëlan Carquet, Anna Duval-Guennoc, Manuella Flouriot
Produiñ : Anna Lincoln
Kenbroduiñ Kalanna, Tébéo, Tébésud, TVR, Brezhoweb ha France Télévisions gant skoazell Rannvro Breizh.
Un nebeut bloavezhioù ‘zo he doa Alwena kuitaet Brest evit mont da vevañ e Bro Chile. Da vare marv he zad e tiviz hi distreiñ da Vreizh evit adkavout he breur. Yen skorn eo an emgav. Kantreal a ra neuze dre ar gêr, war-glask ur bod ‘vit kousket hag un tu da zifachañ diouzh seblantoù hec’h amzer dremenet.
DIV
22 mn / 2022
Seveniñ : Emmanuel Roy
Gant : Mona Caroff, Tifenn Linéatte, Ylva Fowler, Eddy Frogeais, Quentin Morvan, Laors Skavenneg, Yann-Herle Gourves, Kaou Langoet, Nolwenn Korbell, Marie Bès de Berc
Produiñ : Anna Lincoln
Kenbroduiñ Kalanna, Tébéo, Tébésud, TVR, Brezhoweb, France Télévisions gant skoazell Rannvro Breizh
Div int, mignonezed tost war ar pemdez, ma n’eo ket muioc’h c’hoazh. Pep hini avat he deus he diverr-amzer muiañ-karet : Bleuenn a blij dezhi fiziañ he c’horf noazh da selloù arzour.ien.ezed, Stéphanie a zo tik gant ur sport ma vez stokoù rust.
Ha tremenet eo oadvezh aour o santimantoù an eil e-keñver eben? Bleuenn a garfe derc’hel d’al liamm, daoust pe zaoust. Neoazh ne doullont ket ar memes erv, ha dirouestlañ a ra o flanedennoù, diremed.
Kejadenn gant Emmanuel Roy.
KI MA MAMM
20mn / 2022
Seveniñ : Mai Lincoln
Musique originale : Lleuwen Steffan
Gant : Aziliz Bourgès, Katell Kloareg, Nikol ar Vourc’h, Dudu, Rozenn Talec, Anne-Hélène Orvelin, Erell Travel, Seza ha Tinaig Cornec, Justine Morvan, Thierry Machard et Yann-Herle Gourves
Produiñ : Anna Lincoln
Kenbroduiñ Kalanna, Tébéo, Tébésud, TVR, Brezhoweb et France Télévisions gant skoazell Rannvro Breizh.
Maria ‘zo hanter-kant vloaz. Perc’hennez eo war un ti ficherezh-vlev, asambles gant he dousigez Rosie. Da heul o fratikezed o deus koshaet ivez. Kalzig a bennoù gwennaet a zeu d’ar saloñs e aergelc’h familh ha gae. Mamm Maria a zo en ti-retred dibaoe un nebeut mizioù met Maria ne ya ket da vizitañ anezhi. Re ziaes eo dezhi tallañ diouzh kozhentez he mamm karet, aesoc’h eo dezhi tec’hout kuit.
Goulennoù zo ?
Kas ur gemennadennC'hoant 'peus gouzout hiroc'h war hon obererezhioù kelenn ha dudi ? Laouen e vo hor skipailh da respont deoc'h !