“Fulenn” – Yann-Charlez Kaodal
Bep Lun kentañ ar miz en em vod tud a bep seurt, brezhonegerien a-vihanik pe get, tud troet kentoc'h gant ar yezh pobl ha re all kentoc'h gant ar yezh arnevez, evit eskemm diwar-benn ul levr zo bet dibabet ganto miz a-raok hag a zo bet lennet ganto e-kerzh ar mizvezh.
Alep, Belfast, div gêr pell mat an eil diouzh eben, ha koulskoude emeur eno en ur bed a gounnar, a gasoni hag a zisfiziañs, en ur bed a zaeloù saotret gant gwad an dud vunut. Daoust hag en em dennañ a raio Mahomed hag e vab, divroidi deuet da glask repu e hanternoz Iwerzhon, en un endro ken feuls?
E bed an Orañjisted emañ Donavan en e vleud, gwarezi ha feulster a zo bet e lod a-viskoazh. Darvoudoù kriz a vo pennabeg d’e waleur ha marteze a-walc’h d’e zasorc’hidigezh.
Daoust ha tapet ha brevet e vo Alanna O’Neill, plac’h ar Gaeltacht, stourmerez evit yezh ha sevenadur he bro, en antelloù stignet war he hent?
Gant kalz mestroni hag ampartiz eo deuet a-benn Yann-Charlez Kaodal da gas al lenner en un endro spouronus alies mat, ur bed ma kejer gant tud a rank mont da-heul o zonkadur kousto pe gousto. Ur bed ma ’z eus un tamm spi da gaout memes tra abalamour da youl lod eus an dud da zegas un tamm peoc’h, levenez ha skoazell d’ar re bet gwallgaset gant ur reuz-buhez kriz.
Fulenn
Yann-Charlez Kaodal
Danvez : Romant
Niver a bajennoù : 188
Ar skrivagner Yann-Charlez Koadel a vo pedet evit abadenn ziwhezañ ar bloavezh skol. Un digarez a-feson da bakañ ur banne asambles !
Goulennoù zo ?
Kas ur gemennadennC'hoant 'peus gouzout hiroc'h war hon obererezhioù kelenn ha dudi ? Laouen e vo hor skipailh da respont deoc'h !