Gouel an Nevezamzer (Div Yezh Roazhon)
Gouel an Nevezamer aozet gant Div Yezh Roazhon. Kentelioù war ar brezhoneg gant Skol an Emsav.

O tostaat emañ an nevezamzer ! Laouen e vo skipailh Div Yezh Roazhon o tegemer ac’hanoc’h da Gouel an Nevezamzer a vo d’ar Sul 7 a viz Evrel etre 2e ha 6e goude-merenn el Leurenn-Bal e Roazhon.
Dañsoù, sonerezh, c’hoariva, gouren, c’hoarioù, kentelioù war yezhoù Breizh, marc’had al levrioù…
Digor d’an holl ha digoust eo ar gouel !
Aozet gant Div Yezh Roazhon gant skoazell kevredigezhioù kar.
Evajoù ha boued war al lec’h.
Kentelioù tañva war ar brezhoneg a vo kinniget gant Skol an Emsav da 3e30 ha da 5e gm.
15 plas evit pep abadenn.
Goulennoù zo ?
Kas ur gemennadennC'hoant 'peus gouzout hiroc'h war hon obererezhioù kelenn ha dudi ? Laouen e vo hor skipailh da respont deoc'h !