Gouel
Gouel Nedeleg
Gouel Nedeleg Skol an Emsav - d'ar Sadorn 14 a viz Kerzu etre 2e ha 5e goude-merenn.
Nedeleg zo o tont !
Deuit da flapiñ e brezhoneg en ur evañ ur banne gwin tomm !
Program an endervezh
- Gwerzh levrioù ha pladennoù eil-dorn gant Glenn Jegou
- Embannadurioù Skol an Emsav :
- Prenit ha lakait hon Deiziataer 2025 dindan ar wezenn-sapin ar bloaz-mañ !
- Taolit ur sell d’hor c’helaouennoù daouviziek #brezhoneg ha Bremañ
- Ha deuit pelloc’h gant ar brezhoneg gant hol levrioù pedagogel.
- Evajoù ha boued (gwin ha chokolad tomm, gastilli hag all)
Skoazellit Skol an Emsav !
Degasit ur wastell fardet ‘ba gêr : gwerzhet ‘vo rannoù evit reiñ un taol-sikour d’ar gevredigezh. Trugarez deoc’h !
Trugarez da reiñ deomp da c’houzout ha gwelet e voc’h dre ar furmskrid.
Ken ‘voc’h gwelet, eta !
Goulennoù zo ?
Kas ur gemennadennC'hoant 'peus gouzout hiroc'h war hon obererezhioù kelenn ha dudi ? Laouen e vo hor skipailh da respont deoc'h !