Gouel Skol an Emsav
Gouel

Gouel Skol an Emsav

Gouel fin ar bloavezh gant Skol an Emsav.

Gouel Skol an Emsav

Deiziadoù hag eurioù

D’ar Gwener 28 a viz Even 2024 da 5e00 gm

Lec'h

Skol an Emsav
8, trolec'h Sant-Albin
35000 Roazhon

Setu dibenn ar bloavezh-skol o tostaat. Niverus-kaer oc’h bet o teskiñ brezhoneg gant Skol an Emsav er bloaz-mañ c’hoazh, er c’hentelioù sizhuniek, er stummadurioù hir, er stajoù… hag ivez o kemer perzh en abadennoù puilh zo bet aozet gant hor c’hevredigezh (sinema en Arvor, keginañ, gweladennoù heñchet, bodad lenn, yoga…).

Erru poent en em gavout holl asambles, izili, deskidi ha mignoned ar gevredigezh, evit gouel Skol an Emsav

War ar roll

– c’hoarioù hengounel (paledoù hag all)
– sonerezh (leurenn digor, kasit ho penveg ganeoc’h !)
tavarn (boued hag evaj)

Goulennoù zo ?

Kas ur gemennadenn

C'hoant 'peus gouzout hiroc'h war hon obererezhioù kelenn ha dudi ? Laouen e vo hor skipailh da respont deoc'h !