Gouel Skol an Emsav 2025
Gouel fin ar bloavezh gant Skol an Emsav.

Setu dibenn ar bloavezh-skol o tostaat. Niverus-kaer oc’h bet o teskiñ brezhoneg gant Skol an Emsav er bloaz-mañ c’hoazh, er c’hentelioù sizhuniek, er stummadurioù hir, er stajoù… hag ivez o kemer perzh en abadennoù puilh zo bet aozet gant hor c’hevredigezh (c’hoariva, keginañ, c’hoarioù-taol, bodad lenn, pilates…).
Erru poent en em gavout holl asambles, izili, deskidi ha mignoned ar gevredigezh, evit gouel Skol an Emsav.
War ar roll :
– c’hoarioù paledoù
– sonerezh (kasit ho penveg ganeoc’h !)
– stand titouriñ “A-ZEVRI” ha kelaouennoù Bremañ hag #brezhoneg
– tavarn (boued hag evaj)




Goulennoù zo ?
Kas ur gemennadennC'hoant 'peus gouzout hiroc'h war hon obererezhioù kelenn ha dudi ? Laouen e vo hor skipailh da respont deoc'h !