
Gouel Skol an Emsav
Aozet e vo Gouel Skol an Emsav ! Izili, deskidi, stajidi... Deuit 'ta !

Izili, deskidi, mignoned ker,
Setu dibenn ar bloavezh-skol o tostaat. Niverus-kaer oc’h bet o teskiñ brezhoneg gant Skol an Emsav er bloaz-mañ c’hoazh, er c’hentelioù sizhuniek, er stummadurioù hir, er stajoù… hag ivez o kemer perzh en abadennoù puilh zo bet aozet gant hor c’hevredigezh (sinema en Arvor, keginañ, gweladennoù heñchet, bodad lenn, abadennoù familh…).
Erru poent en em gavout holl asambles, izili, deskidi ha mignoned ar gevredigezh, evit gouel Skol an Emsav.
War ar roll :
- c’hoarioù hengounel (paledoù hag all)
- sonerezh (leurenn digor, kasit ho penveg ganeoc’h !)
- arvestoù bihan gant ar stajidi
- tavarn (boued hag evaj)
Ha gwelet e voc’h ? Roit deomp da c’houzout, mar plij ganeoc’h.
Mailys Boitel, Prezidantez Skol an Emsav
Goulennoù zo ?
Kas ur gemennadennC'hoant 'peus gouzout hiroc'h war hon obererezhioù kelenn ha dudi ? Laouen e vo hor skipailh da respont deoc'h !