Karnedoù un ergerzhour difiñv
Bep Lun kentañ ar miz en em vod tud a bep seurt, brezhonegerien a-vihanik pe get, tud troet kentoc'h gant ar yezh pobl ha re all kentoc'h gant ar yezh arnevez, evit eskemm diwar-benn ul levr zo bet dibabet ganto miz a-raok hag a zo bet lennet ganto e-kerzh ar mizvezh.
Dastumad pennadoù gant Herve Gouedard.
« E gwirionez ne c’heller lavaret ec’h anavezer mat ur gêr nemet pa vezer troad-ouzh-troad gant ar boblañs. Daremprediñ bemdez paour ha pinvidik, kozh ha yaouank, lart ha treut, bihan ha bras, kamm ha tort, fur ha foll, eno emañ ar gwir zalc’h, » eme Herve Gouedard er pennad-skrid kentañ a c’heller lenn en dastumad-mañ. A-drugarez da Herve Gouedard, baleer-bro kizidik hag aketus anezhañ, e c’hellomp kantreal un tamm e pep lec’h e Breizh, Sant-Brieg ha trowardroioù porzh al Lege evel-just, ha pelloc’hik Binig, Plerin, Porzhig, Sant-Ke, Beg-an-Arc’houest…
War ar memes tro e reomp anaoudegezh gant tud a bep seurt, martoloded, barzhed, reuzeudien, tud vrudet evel Yann Gonan, Louis Guilloux, Jules Verne pe Turner ha kaout un tañva saourus eus istor hor bro dre e gantreadennoù niverus ha liesliv.
Embannet gant Al Liamm (2020)
Rummad : Danevelloù
Niver a bajennoù : 224
Goulennoù zo ?
Kas ur gemennadennC'hoant 'peus gouzout hiroc'h war hon obererezhioù kelenn ha dudi ? Laouen e vo hor skipailh da respont deoc'h !